For other languages, consider using Wikipedia:Babel
Salud, Tanjee, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg
Demat, Tanjee. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ.
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit.
Kregiñ ganti
Ober e gammedoù kentañ
Takad pleustriñ
Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae
Program skoazell.
Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn
Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo
Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki
Foar ar Goulennoù
Goulennoù a vez graet gant an holl
Reolennoù Wikipedia
Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh
Tavarn
Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all
Pemp pennaenn Wikipedia
Reolennoù diazez mat da c'houzout
Skoazell
Dornlevr hollek Wikipedia

Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : . Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù.


Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg.

Benoni (Kaozeadenn) 7 Du 2007 da 11:58 (UTC)Respont

Giambattista Basile

kemmañ

Nozvezh vat. Ne gomprenan ket perak e vije ret lakaat ar pennad-se (nag ar re all) en holl rummadoù-mañ: Skrivagnerien | Skrivagnerien Italia | Skrivagnerien italianek | Tud.

  • N'eus nemet er wikipedia brezhonek e welan war un dro an daou rumm Skrivagnerien Italia | Skrivagnerien italianek | evit ar pennad-se.
  • Kavout a rae din e yae ar rummadoù seurt-se er rummad skrivagnerien hag a yae e-unan ken aes ha tra er rummad tud. Ha mat pell zo.
  • Mar deo aesoc'h luziañ an traoù e c'haller lakaat ar pennad ivez e-barzh Barzhed (konterien, tud ) Italia /italian/ italianek, ha nouspet rummad all c'hoazh. Bianchi-Bihan 24 Gou 2007 da 21:12 (UTC)Respont

Evit Joyce, Barzhed iwerzhonat | Skrivagnerien Iwerzhon. Marteze e vank romanterien ha danevellerien ivez? Bianchi-Bihan 24 Gou 2007 da 21:25 (UTC)Iwerzhoniz n'eo ket fall. Mankout a ra tud marteze.Bianchi-Bihan 24 Gou 2007 da 21:33 (UTC)Respont


Nozvezh vat. Aes eo respont deoc'h : bez ez eus ur rummad anvet "skrivagnerien dre vro" hag un all "dre yezh". Kizidikoc'h e vez implijourien ar wikipedia brezhonek ouzh an diforc'h etre yezh ha bro ? Pezh 'm eus graet n'eo nemet ober ul liamm etre ur skrivagner hag ar rummad "dre yezh" pa oa unan gant ar rummad "dre vro". Ne gav ket din eo luzietoc'h, hogen aesoc'h eo evelse tizhout pajennoù zo. Ha n'em eus ket krouet ur rummad nevez e-giz ma lavarit. Ha ne fell ket din hen ober.

Aes eo respont: ne oa ket eus ar rummadoù skrivagnerien italianek hag Iwerzhoniz a-raok fenoz. Neuze int bet krouet gant unan bennak. Kavout a ra din int diezhomm, neuze hel lavaran, met marteze ne soñjo ket an holl eveldon. Hag echu dre eno. Bianchi-Bihan 24 Gou 2007 da 21:48 (UTC)Respont
Ar rummad skrivagnerien n'eo ket graet evit degemer anvioù-tud, met rummadoù skrivagnerien, peogwir e vo kalz re a dud a-hend-all. Abred pe ziwezhat e vo ret dispenn al labour-se eta. Bianchi-Bihan 25 Gou 2007 da 17:02 (UTC)Respont

Porched Timbrouriezh

kemmañ

Gwelet a ran out dedennet gant an timbrouriezh. Marteze e c'hellfes sevel ur Porched an timbrouriezh, war skouer an hini a zo e galleg: fr:Portail:Philatélie? Sikour a c'hellan kas evit pezh a sell ar patromoù. A galon,  Benoni (Kaozeadenn) 8 Du 2007 da 15:27 (UTC)Respont

  • Ur mennozh mat eo. Emaon o kregiñ ganti mod pe vod dre vouetañ al lec'hienn ingal. Pezh zo, mankout a ra din gerioù arbennik e brezhoneg evit ober pennadoù resis, ha din da c'houzout eo paour awalc'h c'hoazh ar gerva brezhonek a sell ouzh an timbrouriezh. Savet 'm eus ar goulenn ouzh tud gouiziek Ofis ar Brezhoneg (servij teminologiezh) hag emaon o c'hortoz ur respont diganto. Degemer a ran ali ha kinnigoù pep hini a-benn frammañ Porched an Timbrouriezh eveljust.

Pennad eus an dibab

kemmañ

Demat! Ur pennad savet ganit pe az peus labouret warnañ a zo bet kinniget evit bezañ lakaet war renk ar pennadoù eus an dibab. Tu zo dit reiñ da ali amañ. Mar bez ezhomm e c'hellez ivez ober da vad eus ali an implijerien all evit gwellaat c'hoazh ar pennad a benn ma yelo ar gumuniezh a-du evit reiñ ar meneg "pennad eus an dibab" d'az pennad. Ma sav goulenn pe c'houlenn e c'hellez mont e darempred ganin. A wir galon,  Benoni (Kaozeadenn) 16 Kzu 2007 da 23:46 (UTC)Respont

Ar pennad diwar-benn Primo Levi.  Benoni (Kaozeadenn) 17 Kzu 2007 da 20:02 (UTC)Respont

Moarvat e vi dedennet gant an timbr-mañ

kemmañ

Peadra d'ober ur pennad? Ur gwir timbr eo! A galon,   Benoni (Kaozeadenn) 6 Gen 2008 da 13:04 (UTC)  Respont

Kroget ganin amañ: Timbroù an Dieubidigezh e Breizh.  Benoni (Kaozeadenn) 6 Gen 2008 da 13:21 (UTC)Respont

Fazi,

kemmañ

Demat. Marteze ez eus ur fazi en titl: ne vefe ket "Mecklenbourg" e-lec'h "Mecklebourg"? A galon. Klaod. Kadbzh 25 C'hwe 2008 da 15:51 (UTC)Respont

Glups! Kavet e vez "Mecklebourg" ivez... Klaod. Kadbzh 25 C'hwe 2008 da 15:52 (UTC)Respont

Ar gwir zo ganit ! Mecklenbourg eo an anv da embann. N'ouzon ket re vat penaos cheñch an titl avat... Sikour !

Kemmadur

kemmañ

Salud dit ! Ar ger "timbrouriezh" zo ur ger gwregel, hervez geriadur ar Gleau, evel an holl c'herioù a echu gant "-ouriezh". "An dimbrouriezh" e tlefe bezañ eta. A galon, --Llydawr 21 Meu 2008 da 07:57 (UTC)Respont

. A galon. Bianchi-Bihan 21 Meu 2008 da 15:17 (UTC)Respont

Danvez ur pennad

kemmañ
  • 12 a viz Mae: gant Enez Manav e vo embannet c'hwec'h timbr ha warno pep a vanniel eus ar broioù keltiek. Prest out?

http://www.gov.im/post/stamps/FutureIssue.aspx?categoryid=164 Bianchi-Bihan 29 Ebr 2008 da 02:45 (UTC)Respont

Rummad

kemmañ

Salud dit ! Krouet em eus ur rummad resisoc'h evit renkañ pennadoù diwar-benn timbroù, Rummad:Timbroù hervez ar vro, war skouer ar pezh a gaver e saozneg en:Category:Postage stamps by country pe e galleg fr:Catégorie:Timbre par pays. A galon, --Llydawr 22 Gwe 2008 da 06:55 (UTC)Respont

Overprint

kemmañ

Demat. D'am soñj e vefe gwelloc'h gober gant dreist-moulet evit treiñ overprint pe surchargé. A galon. Kadbzh (kaozeal) 17 Mae 2012 da 17:42 (UTC)Respont

Timbroù

kemmañ

Demat dit,

Gwelet am eus ez peus pellgarget skeudennoù eus timbroù etre 2007 ha 2009 hep menegiñ doareoù implij. Er mare-se ne oa ket doujet a-walc’h ouzh ar gwirioù implijer er wiki, met bremañ e klasker ober war-dro ar gudenn-mañ ha treuskas ar skeudennoù da gCommons, ma vo graet war o dro gant tud a oar ober kalz gwelloc’h egedon. Ha gallout a rafes kas da skeudennoù da gCommons, ma n’eo ket bet graet dija? Evel-se e c’hellfen diverkañ anezho amañ hep koll danvez ebet. Huñvreüs (kaozeal) 30 Gen 2024 da 07:49 (UTC)Respont

Fazioù HTML da reizhañ

kemmañ

Salud dit,

Ha gallout a rafes teurel ur sell war ar fazioù HTML a zo er pajennoù ac'h eus savet] ? Reizhet em eus un nebeud, met ne'm eus ket amzer da reizhañ ar 80 bennak a chom. Lakaat div wech anv ar skeudenn eo ar fazi a rez an aliesañ.
Prest on da sikour mar ne zeuez ket a-benn da reizhañ pep tra. Dav eo diwall er pennadoù da zont !^^
A-galon,

Ar choler (kaozeal) 28 Meu 2024 da 20:52 (UTC)Respont

Demat,
Me zo a-du krenn evit reizhañ kement tra a rankan ober eveljust, met ne gomprenan ket mat petra eo ar "fazioù HTML". Ha gell a rez reiñ ur skwerenn din da c'houzout mar plij ?
A galon
Tangi Tanjee (kaozeal) 29 Meu 2024 da 10:02 (UTC)Respont
An HTML a vez implijet evit skrivañ pajennoù web evel ar pennadoù e Wikipedia. Resis eo an doare da skrivañ boneg ("kod") HTML, ha faziañ a c'heller a-wechoù ! Ar meziant Lint a glask ar fazioù-se hag o renabl e pajennoù evei an hini am eus lakaet da liamm amañ a-us.
  • Da skouer : Timbroù a-zivout an egor eo ar pennad kentañ el listenn ; kavet ez eus bet un arventenn faos ((en) bogus), a zo Stamp_of_India_-_2017_-_Colnect_910241_-_Indian_Space_Research_Organisation ; pa gliker war "edit" (kemmañ) e tiskouez pelec'h emañ ar fazi kentañ – er rannbennad ==India== emañ. Meur a fazi zo e gwirionez, pa'z eo bet skrivet div wech anv ar restr e meur a lec'h er pennad.
  • Ur skouer all : Lint en deus kavet e Timbroù Afrika ar Reter italian ar fazi Upright 1.2 e-lec'h upright 1.2 (n'eus pennlizherenn ebet en urzh HTML-se).
Ur wech reizhet ar fazi hag enrollet ar pennad e freskaer ar bajenn Lint hag ar pennad fazius a vez tennet eus al listenn.
Lezel a rin ar fazioù-se, evidout da welet penaos ec'h a en-dro, ha kenderc'hel a rin da zifaziañ pennadoù all el listenn.
Ar choler (kaozeal) 29 Meu 2024 da 10:46 (UTC)Respont

Notice about files

kemmañ

Hi! You have uploaded many files so you may be interessted to know that I have been talking to Huñvreüs about files without a license at Kaozeadenn Implijer:MGA73. I have also made a request for a bot flag at Wikipedia:Bot#MGA73bot so my bot can work on files.

My goal is to find and mark files that do not have a valid license. If the uploader (you) can confirm to be the creator of the file and confirm a valid license (for example Template:Cc-by-sa-4.0) my bot can perhaps help fix the files.

You are very welcome to comment at the bot request. --MGA73 (kaozeal) 18 Mae 2024 da 17:46 (UTC)Respont

Krouiñ ul liamm war-zu ur rummad

kemmañ

a c’haller ober evel-mañ: [[:Rummad:un_dra_bennak]] (gant daou-bik a-raok ar ger Rummad). Skouer : https://br.wikipedia.org/w/index.php?diff=2103131&oldid=2103130&title=Timbro%C3%B9_Victoria Huñvreüs (kaozeal) 7 Mez 2024 da 10:13 (UTC)Respont

Restroù da ziverkañ

kemmañ

Salut dit @Tanjee,

Evel meneget a-us e vo diverket ar restroù hep doareoù-implijout, da re en o zouesk, a-benn nebeut. Gallout a ra MGA73 lakaat e robot da venegiñ an aotre-implijout CC-by-SA, n’eus nemet goulenn outañ hen ober. A-hend-all e vo diverket ar skeudennoù. Huñvreüs (kaozeal) 23 Mez 2024 da 12:07 (UTC)Respont

Demat,
Penaos ober ? Tanjee (kaozeal) 23 Mez 2024 da 12:30 (UTC)Respont
Gallout a rez lakaat un evezhiadenn en e bajenn gaozeal, evel-se: "Hello, I created the images in [[:Rummad:Files uploaded by User:Tanjee]] and I agree to license them under the CC by-sa 4.0. Please have your bot update the files accordingly. Thanks, ~~~~" Huñvreüs (kaozeal) 23 Mez 2024 da 13:12 (UTC)Respont
@Tanjee: Trugarez eus da gemmoù a laka aotreoù-implijout. Un draig all: ur patrom zo evit PD-old, a c'haller implijout evel-se. Huñvreüs (kaozeal) 25 Mez 2024 da 13:13 (UTC)Respont

Skeudennoù eus Commons

kemmañ

Salud dit @Tanjee,

Skeudennoù zo a c’hall bezañ kavet e Commons, da skouer: Restr:Stamp2 of Reunion.jpg, degaset ganit e 2008, zo e Commons aboe 2005: commons:File:Timbre Reunion fr 1907.jpg. Neuze e c’hall restr Commons bezañ lakaet e lec’h hini ar wiki, da vezañ diverket. Restroù zo, degaset ganit, ha ne vint ket kavet e Commons, neuze eo talvoudus kenderc’hel da verkañ an holl restroù degaset ganit evel m’emaout oc’h ober. Huñvreüs (kaozeal) 26 Mez 2024 da 12:20 (UTC)Respont