Kastell Lunéville
Kastell Lunéville zo ur c'hastell e Lunéville, e departamant Meurthe-et-Moselle, e Loren.
Eno e voe savet ur c'hastell-kreñv en XIIvet kantved, e-lec'h ar voudenn-gastell a oa a-raok. Ennañ e voe duged Loren o chom adalek er Grennamzer. Er XVvet ha XVIvet kantved e voe graet labourioù brazik, gant an duged Charlez III hag Herri II dreist-holl. Devet ha diskaret e voe ar c'hastell e-pad ar Brezel Tregont Vloaz er XVIIvet kantved.
Ar c'hastell a weler bremañ a voe savet gant an dug Leopold Iañ etre 1703 ha 1720. En harlu e oa bet ganet Leopold Iañ, en Innsbruck, pa oa ac'hubet Loren gant ar C'hallaoued. Ne c'hallas distreiñ d'e vro nemet goude sinadur feur-emglev Rijswijck e 1697. Mont a reas da Nancy, kêr-benn Loren, hag eno e kavas ur palez eus ar Grennamzer, aet en ur stad fall. E-pad Brezel Hêrezh Spagn e voe aloubet ul lodenn eus Loren adarre gant soudarded Loeiz XIV, adalek 1702 ha betek 1714. Divizout a reas Leopold kuitaat palez ar gêr-benn ha mont da chom da gastell Lunéville. Lakaat a reas ober labourioù bras evit kempenn anezhañ diwar skouer kastell Versailhez, dindan renerezh ar savour Germain Boffrand. Eno e reas an dug e annez da vat hag eno e varvas e 1729.
Dug diwezhañ Loren, Stanisław Leszczyński, roue Polonia ha tad-kaer ar roue gall Loeiz XV, a lakaas ober labourioù all ivez, el liorzh dreist-holl. Mervel a reas er c'hastell e 1766. Goude-se e voe staget dugelezh Loren ouzh Bro-C'hall.
Perc'hennet e oa kestell Loren neuze gant ar roue Loeiz XV ha ne voe ket graet kalz a dra ganto. Lod a voe distrujet. Hini Lunéville a yeas d'ober ur c'hazarn. Lakaet e voe kastell Lunéville da vonumant istorel dre veur a wech, etre 1901 ha 1929[1]. Lod eus ar ranndioù zo e karg Ministrerezh an Difenn bremañ, hag ar braz eus ar c'hastell zo perc'hennet gant Kuzul-departamant Meurthe-et-Moselle.
Distrujet e oa bet ul lodenn vat eus ar c'hastell gant un tan-gwall e miz C'hwevrer 2003. Abaoe ez eus bet graet labourioù bras, arc'hantaouet gant departamant Meurthe-et-Moselle ha gant Ministrerezh gall an Difenn evit e adsevel.