Kastell Machikoul
Mogerioù ar c'hastell.
Mogerioù ar c'hastell.
Anv(ioù) all Kastell Jili Raez
Anv gallek Château de Machecoul, château de Gilles de Rais
Marevezh pe stil Krennamzer
Doare kastell Kastell-kreñv
Savidigezh XIIIvet - XVIvet kantved
Perc'henn
a-vremañ
prevez, kumun Machikoul-Sant-Masen
Gwarez Monumant Istorel Monumant istorel (2004)
Lec'hiadur
Daveennoù lec'hiañ 46° 59′ 29″ N, 1° 48′ 51″ K
Bro Breizh
Departamant Liger-Atlantel Liger-Atlantel
Bro hengounel Bro-Naoned
Kumun Machikoul-Sant-Masen

Kastell Machikoul, pe Kastell Jili Raez, zo ur c'hastell savet e Machikoul, e Bro-Naoned, e gevred Breizh.

Savet e voe ar c'hastell kentañ en XIIIvet kantved, ha kemmoù a voe degaset dezhañ meur a wech a-hed ar c'hantvedoù. Pa oa en e bezh e oa ur c'hastell-kreñv, gant c'hwec'h tour kranellek, un tour-meur ha touflezoù en-dro dezhañ.

Distrujet e voe goude an Dispac'h Gall ha Brezelioù Vande hag implijet e voe ar mein anezhañ evit sevel tiez ha pavezañ hentoù e Machikoul. Hiziv ne chom nemet tammoù mogerioù anezhañ.

Savet e voe ar c’hastell en XIIIvet kantved, e-lec’h unan koshoc’h, eus an IXvet kantved, war ribl ar stêr Falleron, gant aotrounez Rae. Tri maread labourioù a voe : e deroù an XIIIvet kantved, e-tro 1500 hag e dibenn ar XVIvet kantved.

Unan eus kestell Marzioù Breizh e oa, war harzoù Poatev, evel kastell Klison pe hini Tiffauges. Ur c’hastell pouezus eo evit istor Breizh eta. Ouzhpenn se e voe unan eus lec’hioù annez aotrouien Raez. Eno e oa bet Jili Raez (1405-1440) o vevañ, moarvat, ha dre se e reer "kastell Jili Raez" anezhañ. Hervez a lenner en aktaoù e brosez e oa bet lazhet meur a blac’h yaouank gantañ er c'hastell-se. Dirak dor ar c'hastell ivez e oa bet Jili Raez o’n em zaskor da zileuriad an dug Yann V, a-raok bezañ kaset da Naoned da vezañ barnet d’ar 15 a viz Gwengolo 1440[1].

E-pad an Dispac'h Gall e oa bet c'hwezhet an tan er c'hastell, e 1792. Eno ivez e voe prizoniet republikaned e 1793[2]. E 1804 e voe diberc’hennet aotrou diwezhañ Raez, Alexandre de Brie-Serrant (1748-1814), ha prenet e voe ar c'hastell gant kumun Machikoul. Lezet e voe war an dispalu ha troet e voe en ur vengleuz e deroù an XIXvet kantved. Talvezout a rae ar mein anezhañ da veinañ hentoù ar vro ha da sevel tiez. Maen-badeziant iliz Machikoul hiziv a zeu eus chapel ar c'hastell[3].

Hiziv ne chom nemet aspadennoù eus ar c’hastell : mogerioù diavaez an tour-meur hag un tamm moger diabarzh. Lakaet e voe ar rivinoù-se war roll ar monumantoù istorel e 2004[4].

Pennadoù kar

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Matei Cazacu, Gilles de Rais, Paris, Tallandier, 2005, p.157.
  2. Lec’hienn Mirdi Bro Raez
  3. INFOBRETAGNE. Glad Machikoul, 2008.
  4. Diaz Mérimée