Kazh ha Logodenn zo titl ur pezh-c'hoari gant ar skrivagner tregeriat Jarl Priel. Embannet e voe an tri arvest anezhañ e 1962 en niverennoù 90, 91 ha 92 eus ar gelaouenn lennegel Al Liamm.

Daoust d'ar pezh-c'hoari bezañ bet savet e brezhoneg en devoa divizet an oberour silañ divizoù 'zo en alamaneg — troet e brezhoneg pellikoc'h — pa gomz an tudennoù a gustum ober gant ar yezh-mañ.

Prizet (50.000 lur nevez) e oa bet an oberenn-mañ e 1961 gant Emgleo Sevenadurel Pariz.

Arvest kentañ (e-barzh Al Liamm, Genver-C'hwevrer 1962)

kemmañ

Ar c'houlzad : un deiz bennak e-kerzh an hañv 1942, d'enderv.
Al lec'h : ur burev bennak e kommandantur Oslo (kêr-benn Norvegia).

An tudennoù (hervez urzh o donedigezh war al leurenn)

kemmañ
  • Ernst Schellenberg, kabiten er Wehrmacht, oadet a dri pe bevar bloaz warn-ugent,
  • Gunhild Fahlstedt, sekretourez-jubennourez norvegiat, war-dro naontek vloaz,
  • Gunther von Wullfen, baron ha major er Wehrmacht,
  • Haase, un isofiser alaman, feldwebel e rez er Wehrmacht,
  • Ur soudard alaman (oc'h ober ar ged dirak dor ar burev),
  • Karin Lindblad, kontez Oestermark, oadet a eizh vloaz ha tregont, gwreg Olaf Lindblad.

An danvez

kemmañ

War-lerc'h drouklazh un ofiser alaman e kêr Oslo ez eus bet fiziet er c'habiten Schellenberg ar gefridi da fuzuilhañ ugent prizoniad, hag int dalc'het e kevioù ar c'hommandantur gant al lu alaman.

Harzet e oa bet Olaf ha Karin Lindblad kent, koulz hag o mab Erik, dre ma oa diskred warne bezañ e darempred gant ar vrogarourien norvegiat. Deuet eo ar major von Wullfenn da c'houlennata ar gontez Oestermark a-benn klask kaout un nebeud titouroù diwar-benn Magnus Vras, unan eus pennoù-bras an harzerezh lec'hel.

Kompren a ra ar paourkaezh mamm ez eo Gunther von Wullfen an den yaouank a oa bet kaset kuit gant he zad e-maez kastell Oestermark pa oa deuet da c'houlenn he dorn digantañ a-raok ar brezel. Diskuliañ a ra von Wullfenn dezhi eo bet lakaet anv he fennhêr Erik, a-vec'h krog en e seitek vloaz, war listenn ar re a vo kaset d'ar marv a-benn nebeut. Sklaer ha splann eo ar marc'had bet kinniget da Garin Lindblad : saveteiñ he mab pe werzhañ he mignoned d'an ac'huberien. Debret gant ar vezh e pleg-hi da youl an ofiser goude m'en deus roet e c'her e vo arboellet buhez Erik...

Eil arvest (e-barzh Al Liamm, Meurzh-Ebrel 1962)

kemmañ

Ar c'houlzad : miz diwezhatoc'h, d'abardaez.
Al lec'h : e ti Olaf Lindblad.

An tudennoù (hervez urzh o donedigezh war al leurenn)

kemmañ
  • ar c'hont Axel Oestermark, war-dro dek vloaz ha tri-ugent, tad Karin ha tad-kaer Olaf Lindblad,
  • Ingmar Halfoorson, mestr-kelenner,
  • Olaf Lindblad, mezeg diouzh e vicher, war-dro hanter-kant vloaz,
  • Margit Gozh, matezh an ti, oadet a zaouzek vloaz ha tri-ugent,
  • Karin Lindblad,
  • Gunther von Wullfen.

An danvez

kemmañ

Evit da anv he mab bezañ bet embannet war roll ar re fuzuilhet gant an Nazied e kred da Garin ez eo bev Erik c'hoazh, hag hi fizius er ger bet roet dezhi gant ar major von Wullfen. Unan all a zo bet tapet ha lazhet gant an Alamaned : Magnus Vras e-unan...

Goude m'eo aet kuit he zad hag Ingmar Halfoorson d'ur vodadeg aozet e kêr gant ar vrogarourien ez eo rediet Karin gant von Wullfen da ziskuliañ al lec'h ma vint kavet. Eno ne gavo diskoulm all ebet Halfoorson nemet en em lazhañ ; dont a ra a-benn Oestermark da dec'hel kuit ha distreiñ d'e di. Kregiñ a ra ar c'hont kozh da soñjal int bet gwerzhet gant unan bennak gwall dost oute...

Trivet arvest (e-barzh Al Liamm, Mae-Maezheven 1962)

kemmañ

Ar c'houlzad : miz diwezhatoc'h adarre, d'enderv.
Al lec'h : en un ti-hañv war ar maez.

An tudennoù (hervez urzh o donedigezh war al leurenn)

kemmañ
  • Karin Lindblad,
  • Margit Gozh,
  • Axel Oestermark,
  • Olaf Lindblad,
  • ar c'habiten Gustav Bengt, ur brogarour, war-dro daou-ugent vloaz,
  • Thorwald Bengt, breur yaouank Gustav, brogarour ivez, war-dro ugent vloaz pe vuioc'h,
  • Gunther von Wullfen.

An danvez

kemmañ

O vezañ ma ra an doktor Lindblad war-dro Heimschlag, rener ar Gestapo lec'hel, ez eo kendrec'het ar c'hont kozh e werzh e vab-kaer e genvroidi d'an Alamaned. Se zo kaoz ez eo deuet an daou vreur Bengt d'ober e stal dezhañ da vat. Bet lañset ar gaoz gant Oestermark war an danvez e nac'h Olaf Lindblad bezañ kablus a-raok bezañ diskuliet gant e wreg ez eo-hi a roe ditour d'an ac'huberien. Mont e genoù al louarn a ra von Wullfen o tont da glask tennañ kaoz digant Karin Lindblad adarre : paket eo gant ar vrogarourien ha lazhet gant ar gontez.