Kêr-benn
(Adkaset eus Kerbenn)
Kêr-benn (liester : kêrioù-penn) a reer eus ur gêr m'emañ sez ur galloud politikel pe armerzhel hag a ren war ur Stad pe ur bastell-vro.
kêr-benn
Iskevrennad eus | kêr, kreizenn velestradurel |
---|---|
Enebet ouzh | former capital |
Category for eponymous categories | Category:Wikipedia categories named after capitals |
Kavet e vez ar furm kêrbenn (liester : kêrbennoù) alies a-walc'h, e Geriadur Hemon-Huon da skouer, met ar furm kêr-benn eo an hini a gaver e geriadur An Here hag el levrioù-deskiñ. Pa vez ur roll dibar gant ur gêr war dachenn pe dachenn e vez graet kêr-benn eus ar gêr-mañ ivez ; da skouer : An Oriant eo kêr-benn ar peskerezh e Breizh.
- Pariz eo kêr-benn Vro-C'hall ha Canberra hini Aostralia
- Naoned eo kêr-benn istorel Breizh
- Roazhon eo kêr-benn Rannvro Breizh, ur rannvro velestradurel eus Frañs
- Pont-'n-Abad eo kêr-benn ar Vro-Vigoudenn
- Cotonou eo kêr-benn armerzhel Benin ha Porto-Novo kêr-benn bolitikel ar vro-se