Koad Gwerc'h
Koad Gwerc'h
Koad Gwerc'h
Anv gallek Forêt de la Guerche
Melestradurezh
Bro Bro-Roazhon Bro-Roazhon
Departamant Il-ha-Gwilen Il-ha-Gwilen, Mezven Mezven
Kumun Kelon, Radenez, Saint-Aignan-sur-Roë
Gwarez TNLELP
Statud Koad prevez
Douaroniezh
Daveennoù lec'hiañ 47° 52′ 55″ N, 1° 13′ 23″ K
Gorread 3228,75 ha
Uhelderioù bihanañ 76 m — brasañ 112 m
Gwez Derv, pin, faou

Koad Gwerc'h[1] a zo ur goadeg prevez war harzoù Breizh ha Maen. En em astenn a ra war 3 228 hektar e kumunioù Kelon ha Radenez en Il-ha-Gwilen dreist-holl[2], hag e Saint-Aignan-sur-Roë e Mezven. Perc'hennet eo gant ar Société immobilière de l’Ouest ha berzet eo d'an dud diavaez evit an darn vrasañ.

Koadoù Gwerc'h, ar Perzh, Felger hag Arez a yae d'ober gwechall ur goaged hepken etre ar Riedoned hag ar Genomaned, ur seurt marzioù kentañ etre Breizh, Maen hag Anjev[3].

Liesseurted ar vuhez

kemmañ

Er c'hoad bras-mañ ez eus bet renablet:

  • Spesadoù plant hag a zo dibaot er c'horn-bro evel spesadoù orkide zo.

Dervenn ar Werc'hez

kemmañ
 
Dervenn ar Werc'hez

Hervez ur vojenn, e-pad an Dispac'h gall, e kreiz ar Spont bras, eo bet diskoachet ur plac'h yaouank o pediñ e-tal un delwennig ar Werc'hez Vari e toull ur wezenn-derv gant soudarded Republikan. Goude bezañ nac'het da lâret pelec'h e oa bet kuzhet ur beleg didou e voe fuzuilhet e-harz ar wezenn.

E miz Ebrel 2018 eo bet losket an dervenn ha kemeret ez eus bet ur bloavezh evit he feuradsevel.

Daveoù ha notennoù

kemmañ
  1. "Koad Gwerc'h" hervez KerOfis (Ofis Publik ar Brezhoneg)
  2. 2,0 ha2,1 (fr) TNLELP / ZNIEFF 530006459 - Forêt de la Guerche
  3. (fr) Reun Kerviler, Étude critique sur la géographie de la presqu'île armoricaine au commencement et à la fin de l'occupation romaine, 1874, p. 40