Koad ar Perzh
Kartenn Koad ar Perzh e galleg.
Kartenn Koad ar Perzh e galleg.
Anv gallek Forêt du Pertre
Melestradurezh
Bro Bro-Roazhon Bro-Roazhon
Departamant Il-ha-Gwilen
Kumun Ar Perzh, Mondeverzh, Argantred-ar-Genkiz, Breal-Gwitreg
Statud Koad prevez
Douaroniezh
Daveennoù lec'hiañ [ 48° 04′ N, 1° 04′ K]
Gorread 1513,48 ha
Uhelderioù bihanañ ? m — brasañ ? m
Gwez Derv, faou


Koad ar Perzh a zo ur c'hoad prevez e reter-pellañ Breizh. En em astenn a ra war 1513 hektar e kumun ar Perzh evit an darn vrasañ, en Il-ha-Gwilen hag e Bro-Roazhon[1]. Un dachenn neptu er marzioù boutin perc'hennet gant aotrounez Laval ha Gwitreg e oa, etre kontelezh Laval ha dugelezh Breizh. Koad ar Perzh, koad Misedon, koad les Gravelles ha koad les Éffretais e Mayenne a yae d'ober gwechall ur c'hoad brasoc'h, hini Frageu. Hiziv an deiz ez eo perc'hennet gant daou zen.

Liesseurted ar vuhez

kemmañ

Un dervenneg hag ur faoueg eo.

Renablet ez eus bet er c'hoad:

Henamzer

kemmañ

Koadoù ar Perzh, Felger, Gwerc'h hag Arez a yae d'ober gwechall ur goadeg hepken etre ar Riedoned er c'hornôg hag ar Genomaned er reter, ur seurt marz kentañ etre Breizh, Maen hag Anjev[2].

Daveoù ha notennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 (fr) TNLELP/ZNIEFF 530006332 - forêt du Pertre
  2. (fr) Reun Kerviler, Étude critique sur la géographie de la presqu'île armoricaine au commencement et à la fin de l'occupation romaine, 1874, p. 40