Koad Arez
Stêr Arez hag a eien e Koad Arez
Stêr Arez hag a eien e Koad Arez
Anv gallek Forêt d'Araize
Melestradurezh
Bro Bro-Roazhon Bro-Roazhon
Departamant Il-ha-Gwilen
Kumun Marzhinieg-Houarnruz hag Aentieg
Statud Koad prevez
Douaroniezh
Daveennoù lec'hiañ [ 47° 47′ 24″ N, 1° 16′ 48″ K]
Gorread 956 ha
Uhelderioù bihanañ 74 m — brasañ 121 m
Gwez Derv, Faou, Pin

Koad Arez zo ur goadeg en em astenn war 956 hektar e kumunioù Marzhinieg-Houarnruz hag Aentieg, e Bro-Roazhon hag en Il-ha-Gwilen. Adkoadet e oa betek re gant gwez rousinek, betek digreskiñ liesseurted buhez ar c'hoad. Renablet eo en TNLELP abaoe 1974[1].

Emañ run La Bretèche, beg uhelañ Liger-Atlantel, e harz kornôg ar c'hoad.

Henamzer

kemmañ

Koadoù Arez, ar Perzh, Gwerc'h ha Felger a yae d'ober gwechall ur goadeg hepken etre ar Riedoned hag ar Genomaned, ur seurt marzioù kentañ etre Breizh, Maen hag Anjev.

Eil brezel Bed

kemmañ

An arme alaman he deus sanailhet munisionoù e Koad Arez e-pad an Eil Brezel Bed. Liammet e oa ouzh un hent-houarn bet dilezet dibaoe. Kaset eo bet an evezh war savidigezh an hent-tizh etre Roazhon hag Anje ha brasaet e voe an hent a dreuz ar c'hoad.

Daveoù ha notennoù

kemmañ