1974 e Breizh
darvoudoù bloavezh 1974 e Breizh
Bloavezhioù | |
---|---|
../.. 1968 1969 1970 1971 1972 1973 - 1974 - 1975 1976 1977 1978 1979 1980 ../.. | |
Degadoù | |
1950 1960 - Bloavezhioù 1970 - 1980 | 1990
| |
Kantvedoù | |
XIXvet kantved - XXvet kantved - XXIvet kantved
| |
Kronologiezh dre gevandirioù | |
Afrika - Amerika - Azia - Europa - Okeania
| |
Kronologiezh dre demoù | |
Aernijerezh - Savouriezh - Kirri - BT Hentoù-houarn - Sinema - Mell-droad - Lennegezh Sonerezh - Yec'hed ha mezegiezh - Skiantoù - Sport | |
Kronologiezh vloaziek evit Breizh | |
1973 e Breizh - 1974 e Breizh - 1975 e Breizh |
Darvoudoù
kemmañ- Genver : savet ez eus ur gevredigezh nevez evit ar familhoù a ra gant ar brezhoneg, Ar Brezhoneg Er Gêr he anv.
- 9 a viz Genver : dilennet eo René Pleven da brezidant Kuzul-rannvro Breizh.
- 30 a viz Genver : embann a ra ar gouarnamant gall ez eo "divodet" (berzet) ar strolladoù FLB-LNS, FLB-ARB, Enbata hag ar Frontu Paesanu Corsu di Liberazione (FPCL). Tud zo harzet e Breizh hag e Korsika.
- 5 a viz C'hwevrer : berzet eo abadennig vrezhonek Charlez ar Gall er skinwel, abalamour m'en doa graet anv eus ur c'homite skoazell da brizonidi an FLB. E zilez a ro Charlez ar Gall diouzhtu.
- 14 a viz C'hwevrer : distrujet eo skingaser Roc'h Tredudon gant ur vombezenn lakaet gant an FLB-ARB.
- 22 a viz Ebrel : e kendalc'h Unvaniezh Demokratel Breizh e embanner ez eus krouet un emglev etrebroadel da liammañ UDB, Unión do Povo Galego hag Official Sinn Féin.
- Ebrel ha Mae : an eil goude egile e c'halv strolladoù breizhek da votiñ evit François Mitterrand e dilennadeg prezidant ar republik c'hall : UDB, Strollad ar Vro, Strollad Komunour Breizh, Bleun-Brug, FLB-LNS.
- 1 ha 2 a viz Mezheven : kentañ Gouel ar Brezhoneg e Gwengamp.
- Gwennyn, kanerez vreizhat.
- Alan-Gwenog Berr, yezhoniour breizhat.
- Yann-Vari Kerwerc'hez, skrivagner brezhonek.