Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ


Gouel ar Brezhoneg zo ur fest a zo bet graet en enor d'ar brezhoneg. Tri marevezh zo bet er fest. Dalc’het e vez dre vras e dibenn-sizhun gouel ar Pantekost.

Gouel ar Brezhoneg
gouel-meur
StadFrañs Kemmañ
Danvez pennañbrezhoneg Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://gbb.bzh Kemmañ

Marevezh Skol an Emsav

kemmañ

E-pad ar bloavezhioù 1970 e veze aozet ar gouel gant Skol an Emsav diazezet war he c'hreizennoù lec'hel gant skoazell aozadurioù evel Ar Falz er penn kentañ ha kevredigezhioù lec'hel all. Dek gwech e voe aozet:

Bep bloaz e kemme lec'h ar fest, hervez skouer Eisteddfod Kembre.

Ne oa ket bras-bras ar fest, met brezhoneg a veze, ha trouz a oa bet savet e Pondi pa oa bet klevet ur c'haner o vont e galleg ouzh ar selaouerien diwar al leurenn. (Daveoù a vank)

Marevezh Emgann ha Stourm ar brezhoneg

kemmañ

Goude ur c'housk hir e voe adsavet ar fest gant tud Emgann ha Stourm ar Brezhoneg, gant an anv Gouel broadel ar brezhoneg, hag aozet etre 1986 ha 1999, da gentañ e Karaez ha goude e Spezed, war-bouez ur wech bennak e Louergad hag e Langoned.

E Spezed e veze gwerzhet pe eskemmet bilhedoù lurioù brezhonek, gant poltredoù Sebastian ar Balp, Anjela Duval ha reoù all.

Devezh ar brezhoneg

kemmañ

Un Devezh ar brezhoneg zo bet meurik a wech e Karaez etre 2004 ha 2007.

Gouelioù lec'hel

kemmañ

Ur Gouel ar Brezhoneg zo bet ivez e Plougonvelen, deuet da vezañ Plijadur à Saint-Mathieu abaoe 2018, aozet gant Marc'h mor, ur gevredigezh vreizhek eus ar vro.

Pevare arnod adalek 2010

kemmañ

Adsavet eo bet Gouel Broadel ar Brezhoneg e 2010 e Kawan, e Treger, eus an 21 d'an 23 a viz Mae .

Gouel Broadel ar Brezhoneg zo bet e Kawan ivez eus an 10 d'an 12 a viz Mae 2011.

Pempvet arnod e 2017

kemmañ
 
 
Barrut gant Diridollou-Lavigne e GBB 2021 e Langoned.

Gouel Broadel ar Brezhoneg a voe adarre e 2017 e Langoned. Aozet eo bet Gouel ar Brezhoneg adarre e 2017 gant ar gevredigezh Mignoned ar Brezhoneg, savet e 2013. Dalc'het eo bet e-pad daou zevezh, d'ar Gwener 19 hag ar Sadorn 20 a viz Mae[1]. Mignoned ar Brezhoneg a oa an oustilh melestradurel hag arc'hantel a zouge ar raktres, kevratet gant ar gevredigezh "Gouel Broadel ar Brezhoneg" he doa douget ar raktres abaoe kreiz ar bloavezhioù 1990. Abaoe ma 'z eo bet adlañset ar raktres, ar skipailh kreiz, sikouret gant ar strollad lec'hel Bod Kelenn, a zouj d'ur reolenn : aozañ an emvodoù diabarzh e brezhoneg. An emvodoù diavaez, gant an ti kêr da skouer, a veze peurliesañ dalc'het e galleg.(Daveoù a vank)

Etre 2 000 ha 3 000 a dud zo bet hervez an aozerien .

Da betra Gouel ar brezhoneg?

kemmañ

Daou hent zo bet atav d'an aozerien da zibab war behini e felle dezho mont :

  • pe ober ur fest evit an niver brasañ, gallegerien eta, ha sachañ tud gant sonerezh dreist-holl, hep nemeur a vrezhoneg, ha neuze ne zere ket an anv ken,
  • pe ober Gouel ar Brezhoneg evit ar vrezhonegerien (hag evit deskiñ un tamm brezhoneg d'ar re n'ouzont ket), ha neuze ober pep tra e brezhoneg, ha n'eo ket divyezhek, kanaouennoù e brezhoneg hepken (pe hep galleg da vihanañ), tamm galleg ebet na war ar skritelloù na war al leurennoù, brezhoneg er stalioù boued hag evajoù.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ