Koronis (merc'h Flegyas)

Koronis (Κορωνίς e gregach, diwar κορώνη, "bran") a oa merc'h da Flegyas, roue al Lapited, e mojennoù Hellaz kozh. Serc'h e voe da Apollon, ha mamm Asklepios, doue ar medisinerezh.

Koronis lazhet gant he serc'heg Apollon.

MojennAozañ

Pa oa brazez eus he mab ec'h orgedas Koronis ouzh Isc'hys, mab Elatos. Pig pe vran a gan, hag ur vran a yeas da gontañ an doare da Apollon. Hag an doue dogan da gas e c'hoar, ar werc'hez Artemis, da lazhañ Koronis gant he saezhoù. Hervez un doare all eo an doue e-unan a reas war-dro ar c'hastiz.

Devet e voe he c'horf gantañ, ha duet pluñv gwenn ar brini da viken. D'ar mare diwezhañ e voe saveteet ar bugel e kof he mamm: gant Apollon e voe digoret ar c'hof, tapet e vab, ha roet da zesevel da C'heiron, an den-marc'h.

Flegyas, dirollet gant ar gounnar, a yeas da c'hwezhañ an tan e templ Apollon e Delfi, un dra ha na blijas ket tamm da Apollon, ma lazhas e dad-kaer, e-unan en dro-mañ.