Koronis (merc'h Flegyas)
Koronis (Κορωνίς e gregach, diwar κορώνη, "bran") a oa merc'h da Flegyas, roue al Lapited, e mojennoù Hellaz kozh. Serc'h e voe da Apollon, ha mamm Asklepios, doue ar medisinerezh.
Mojenn
kemmañPa oa brazez eus he mab ec'h orgedas Koronis ouzh Isc'hys, mab Elatos. Pig pe vran a gan, hag ur vran a yeas da gontañ an doare da Apollon. Hag an doue dogan da gas e c'hoar, ar werc'hez Artemis, da lazhañ Koronis gant he saezhoù. Hervez un doare all eo an doue e-unan a reas war-dro ar c'hastiz.
Devet e voe he c'horf gantañ, ha duet pluñv gwenn ar brini da viken. D'ar mare diwezhañ e voe saveteet ar bugel e kof he mamm: gant Apollon e voe digoret ar c'hof, tapet e vab, ha roet da zesevel da C'heiron, an den-marc'h.
Flegyas, dirollet gant ar gounnar, a yeas da c'hwezhañ an tan e templ Apollon e Delfi, un dra ha na blijas ket tamm da Apollon, ma lazhas e dad-kaer, e-unan en dro-mañ.