Krepidula boutin
| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Calyptraeidae | ||
Genad : | Crepidula | ||
Anv skiantel | |||
Crepidula fornicata Linnaeus, 1758 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar grepidulaenn voutin, pe ar stagistrenn[1], (Crepidula fornicata) a zo ur blotvil gasteropod.
Doareoù pennañ
kemmañWar-dro 6 cm eo he hirder ha 2.5 cm he ledander. Gwenn pe melen eo he c'hrogenn hirgelc'hiek.
Bevañ a ra ar c'hrepidula stag ouzh kregin pe reier, alies-mat an eil war eben. Pa deu ur par da begañ ouzh ur barez stag ouzh un diaz bennak ec'h a d'e dro da barez. Rak-se eo par ar grepidulaenn e penn ur bern krepidula ha parezed an holl re all.
Annez
kemmañBevañ a reont er meurvor Atlantel, e mor Breizh, e mor an Hanternoz hag er mor Kreizdouar. A-orin int eus Norzhamerika ha degaset e voent da Europa dre zegouezh e fin an XIXvet kantved ma'z int deuet da vezañ ur spesad aloubus.
- ↑ Dictionnaire étymologique du breton, Albert Deshayes, 2003, Le Chasse-Marée, Douarnenez, p. 688, ISBN 978-2-9142-0825-3