Kronologiezh ar wask skrivet
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Diwar-benn ar (g)wask skrivet eo ar gronologiezh-mañ, enni deiziadoù pennañ istor ar mareadegoù (kelaouennoù, kazetennoù, magazinoù, kannadigoù…).
Diwar-benn ar moullañ, sell ouzh Istor ar voullerezh ivez.
- 1041 : Kentañ levr moullet gant merkoù lem-laka e Korea
- War-dro 1400 : Kentañ levrioù moullet gant minaouedoù kouevr (metalgraferezh). Plom a zo skuilhet ha "moullet" e-barzh an toulloù engravet war ur blakenn gouevr. Lindrennet eo ar plom devoullet gant liv ha lakaet ur follenn-baper warnañ.
- 1430 : Levrioù koadengravet en Alamagn hag en Izelvroioù. Lindrennet ar plankennoù ha lakaet ar follenn warno
- 1454 : Moullet gant Johannes Gensfleisch, lesanvet Gutenberg, un deiziadur
- 1456 : Kentañ levr liesvoullet, ar Bibl war 41 linenn e ditl, gant Gutenberg e Mainz
- Kentañ levr e liv
- 1470 : Kentañ levr moullet e Pariz
- War-dro 1500 : Kentañ flemmskridoù moullet war follennoù distag
- War-dro 1500 : Kentañ almanakoù
- 1535 : Berzhet eo ar moullañ gant Fransez Iañ, roue Bro-C'hall diwar ali an Iliz katolik roman p'eo dispac'hel ha frankizelour
- 1631 : Embann a ra Théophraste Renaudot ar Gazette de France
- 1648-1652 : Flemmskridoù embannet e-leizh, darn anezho a-enep ar ministr kentañ Mazarini (ar "mazarinades")
- 1754 Embannet e Pariz ar Correspondance littéraire gant Melchior Grimm a dizh lennerien en Europa a-bezh
- 1789 (26 eost) : Disklêriadur Gwirioù Mab-Den; er mellad IX e lenner kentañ embann frankiz ar Wask : Kemmenadur frank ar preder hag ar mennozhioù a zo unan eus gwirioù priziusañ an Den. Pep keodedour a zo dieub evit komz, skrivañ, moullañ, nemet pa sav e giriegezh mont re bell diwar sellout ouzh degouezhioù berzhet gant al lezenn
- 1790 Ijinet ha krouet gant William Nicholson kentañ ruilhenn-livañ
- 1796 Ijinet gant Senefelder ar maendreserezh
- 1799 Ijinet gant Louis-Nicolas Robert ur voullerezh diehan war ur ruilh-paper
- 1800 Bonaparte embann ma vo ret kaout un aotre-embann en-dro
- 1812 Kentañ gwask-tro graet e Breizh-Veur gant Friedrich Konig hag Andreas Bauer.
- 1814 Gwask-tro Konig ha Bauer implijet evit moullañ ar pemdezieg The Times o produiñ 1100 skouerenn dre eur