La Barre-de-Monts

kumun Bro-C'hall
La Barre-de-Monts
Rouedoù "carrelet" e Fromentine.
Rouedoù "carrelet" e Fromentine.
Ardamezioù
Anv poatevek La Bare
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro  Broioù al Liger
Departamant Vendée
Arondisamant Les Sables-d'Olonne
Kanton Kanton Saint-Jean-de-Monts
Kod kumun 85012
Kod post 85550
Maer
Amzer gefridi
Pascal Denis
2020-2026
Lec'hienn web http://www.labarredemonts.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 2 356 ann. (2022)[1]
Stankter 86 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
46°53′5″N 2°7′1″W
Uhelderioù bihanañ  m — brasañ  m
Gorread 27,29 km²

La Barre-de-Monts zo ur gumun war bevenn ar Geunioù Brezhon, e Norzh departamant Vande, e Bro-C'hall.

Douaroniezh

kemmañ

Ar vourc'h zo war bevenn ar Geunioù Brezhon, ha pemp traezhenn zo ivez en norzh hag er c'hornôg, dispartiet diouzh ar vourc'h gant ur c'hro tevenier plantet gant gwez-pin hag a zo ul lodenn eus ar c'hoad anvet forêt des Pays de Monts hag a ya er su betek Saint-Hilaire-de-Riez. 1200 devezh-arat zo dindan wez-pin er gumun, koadoù treuzet gant gwenodennoù-bale hag an hent war-zu pont Nervouster a-us da strizh-mor Fromentine. War an aod e kaver kêriadenn Fromentine justawalac'h, ur c'houronklec'h e 2 km er gwalarn d'ar vourc'h, e lec'h ma c'haller lestrañ da Enez Euz (Yeu e galleg).

En em astenn a ra ar gumun war 2 729 hektar . An uhelder keitat zo 3 metr.

Armerzh

kemmañ
  • Pesketa gant ur roued (anvet carrelet) a blij kalz d'an douristed.
  • Istrerezh.
  • Touristerezh.

Dezougen

kemmañ
Brezel-bed kentañ
  • Mervel a reas 95 gwaz eus ar gumun, da lavaret eo 5,77% eus ar boblañs e 1911, abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv[3].

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ

Lec'hioù ha monumantoù

kemmañ
  • Traezhenn al Lays.
  • Ekomirdi Geunioù Vande.
  • Iliz katolik Sant Loeiz.
  • Monumant ar re varv, luc’hskeudennoù[4],[5].

Politikerezh ha melestradurezh

kemmañ
 
Maerdi La Barre-de-Monts.
Roll ar vaered
Maread Anv Strollad Perzh
Meurzh 1971 – Meurzh 1983 Jean Thiery kenwerzher
Meurzh 1983 – Even 1995 Marylise Rongère-Terrien
Even 1995 – Meurzh 2008 Bénédict Rolland Tu-dehoù liesseurt apotiker
Meurzh 2008 – Meurzh 2014 Christian Sangan[6] Tu-dehoù liesseurt gwazour madoù diloc'h war e leve
29 Meurzh 2014 – 2026 Pascal Denis Tu-kleiz penn embregerezh
N'eo ket anavezet an holl fedoù c'hoazh.

Poblañs

kemmañ
  • 2 240 a dud a oa o chom e La Barre-de-Monts e 2020.

Tud bet ganet eno

kemmañ

Ardamezouriezh

kemmañ
 

Da dreiñ : D'or à la barre d'azur accompagnée à dextre de trois monts de sable mouvant du flanc et de la partition et portant trois pins au naturel, et à senestre d'un vaisseau de gueules équipé d'argent voguant sur une mer ondée de sinople.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveoù

kemmañ