Tragicomedia de Calisto y Melibea, berraet e La Celestina peurliesañ, zo ur skrid spagnolek e komz-plaen embannet e 1499 hag a vije bet skrivet gant Fernando de Rojas (~1465-1541). Lakaet eo da unan eus an oberennoù pouezusañ el lennegezh spagnolek

Embannadur Toledo, 1526

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Merkañ a ra dibenn lennegezh ar Grennamzer ha deroù hini an Azginivelezh. Peurvuiañ e vez lavaret ez eo ur romant, hogen dre ma'z eo un heuliad komzoù e vez lavaret ivez ez eo ur pezh-c'hoari ; meur a wech ez eo bet c'hoariet, ha filmet ivez.

An embannadur kentañ, 16 arvest ennañ, zo bet moullet e Burgos e 1499 hep anv oberour. E 1500 e voe un embannadur all graet e Toledo. Un doare all kresket, 5 arvest ouzhpenn, zo bet goude.

Troet eo bet en alamaneg, e flandrezeg, e galleg, en italianeg hag e portugaleg hag adembannet ouzhpenn da gant gwech er XVIvet kantved.

En 1502 e verzas ur micherour ec'h ae pep pennlizherenn e deroù pep poz d'ober an anv Fernando de Rojas. E 1902 e voe kavet e dielloù lez-varn an Ofis Santel ur skrid ma lenned e oa ar "Fernando de Rojas"-se un alvokad yuzev troet da gatolik.

Levezon

kemmañ

La vida de Lazarillo de Tormes y de sus fortunas y adversidades (disin, 1554) ha La Dorotea (Lope de Vega, 1632) zo bet awenet gant La Celestina.