Mor Galilea, anvet Kinneret, Lenn Jenezaret ha Lenn Tiberiad ivez (hebraeg : יָם כִּנֶּרֶת, djananeg : יַמּא דטבריא, arabeg : بحيرة طبرية‎), eo al lenn dour dous vrasañ en Israel.

Mor Galile
monomictic lake
Rann eusJordan Rift Valley Kemmañ
Anv er yezh a orinהכנרת, بحيرة طبريا Kemmañ
Diskarg al lennJordan Kemmañ
Bro an diazadLiban, Palestina, Israel Kemmañ
Anvet diwarTiberias Kemmañ
StadIsrael Kemmañ
E tiriadTiberias Kemmañ
Daveennoù douaroniel32°49′8″N 35°35′24″E Kemmañ
Category for the view from the itemCategory:Views from the Sea of Galilee Kemmañ
Category for the view of the itemCategory:Views of the Sea of Galilee Kemmañ
Map

War-dro 53 km eo he zro-gelc'h, war-dro 21 km he hed brasañ ha 13 km he led brasañ. Al lenn zo 166 km² he gorread, ha 43 metr eo he donded keitat ; 214,66 metr dindan live ar mor eo he live keitat.

Mor Galilea eo al lennad donañ a zo war an Douar, hag an eil donañ mar kemerer an holl lennoù (war-lerc'h ar Mor Marv, a zo ul lenn dour-sall). Dont a ra dourioù al lenn eus mammennoù danzouar, met e vammenn bouezusañ eo ar Stêr Jordan, a red eus an hanternoz war-zu ar c'hreisteiz.

Kartenn vatimetrek.

Anavezet eo Mor Galilea p'eo meneget meur a vezh er Bibl, ar wezh kentañ e Levr an Niveroù. E mare ar roue Herodez Antipas e voe savet un degad kêrioù a veze anvet an Dekapolis ("an Dek kêr"), Tiberias o vezañ an an hini vrasañ[1] ha pennlec'h ar rannvro evel m'emañ c'hoazh.

Mirout live an dour

kemmañ

Ur mirlenn eus ar re bouezusañ eo Mor Galilea ken e voe divizet gant Stad Israel e derou ar bloavezhioù 1960 ma vije kaset e zourioù dre ur san-dour vroadel da Su ar vro betek dezerzh an Negev.

Abaoe 2001 e tiskennas al live hag e voe gwashoc'h pa erruas ar sec'hor e 2014, a badas pemp bloaz. E 2018 e savas gouarnamant Israel ur raktres assevel al live dre zegas dour ar Mor Kreizdouar, ha eñ disallet e-barzh pemp labouradeg staliet war an aod. Digoret e voe ar rañvellou d'an 27 a viz Kerzu 2022 en ur gas dour d'ar parkeier a zo e hanternoz al lenn. Koustet en deus ar raktres 267 milion a euroioù evit al lodenn gentañ, a voe e bal kas 100 milion m³ d'al lenn.[2].

Kastell-dour an div Stad amezek

kemmañ

Kastell-dour Israel e voe al lenn adal krouidigezh ar Stad, met ur mirlenn etrebroadel eo deuet da vezañ, pa'z eus eskemmoù dourioù ha tredan gant Jordania a c'houzañv ar sec'hor ivez. Pourchaset e vez dour da ha gant Israel, pa vez pourvezet darn an energiezh tredanel evit an disallañ gant parkadoù fotovoltaek savet e Jordania[2].

 
Emdroadur live Mor Galilea, 2014-2020

Talvoudegezh relijiel

kemmañ

Kristeniezh

kemmañ

Hervez an Testamant Nevez, war ribloù al lenn e tremenas Jezuz ul lodenn vat eus e amzer a brezegerezh. Goude un taol peskerezh burzhudus (Lk 5,1-11) e c'halvas e ziskibien da vont d'e heul (Mz 4,12-22), hag un deiz all e sioulaas ar mor kounnaret (Mk 4,35-41)[3].

 

Pennadoù kar

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Diwar anv an impalaer roman Tiber (-14 - 37).
  2. 2,0 ha2,1 J. ar Bourlout, Lenn Tiberiad. E-barzh Ya!, niv 932, 18 Ebrel 2023.
  3. Job an Irien, Douar Santel. Terre Sainte, Ti embann Minihi Levenez, nn 51-52, 1998, p. 32.