Leporicypraea geographica
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Leporicypraea | ||
Anv skiantel | |||
Leporicypraea geographica (Schilder & Schilder, 1933) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Leporicypraea geographica a zo unan eus ar tri spesad a vez renket er genad Leporicypraea e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin boutin ez-lerc'hel a vev e meurvor Indez an hini eo.
Taksonomiezh
kemmañDiskrivet eo bet ar spesad gant Schilder & Schilder e 1933 [2].
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Leporicypraea geographica o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
- Cypraea geographica (Schilder & Schilder, 1933) hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae en ur spesad Cypraea hepken.
- Leporicypraea mappa geographica (Schilder & Schilder, 1933) hervez Lorenz & Hubert[3].
Daou isspesad a zo bet diskrivet :
- Leporicypraea geographica geographica (Schilder & Schilder, 1933)
- Leporicypraea geographica rewa (Steadman & Cotton, 1943) isspesad o vezañ studiet er mare-mañ da wiriekañ e statud a isspesad.
Bevoniezh
kemmañKregin boutin ezlerc'hel an hini eo. Kavet e vezont dindan bloc'hadoù reier etre live al lanv izel betek 45 m donder.
Ment
kemmañMentoù boutin ar c'hregin bras-se a zo etre 50 mm ha 72 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 43 mm gour pe ramz, betek 89 mm.
Gwelout ivez
kemmañLeporicypraea mappa, spesad tost-tre e dresadennoù ha Leporicypraea valentia spesad all ar genad.
Kartenn al lec'hioù bevañ
kemmañLec'h bevañ ar spesad a zo er Meurvor Indez.
Skeudennoù
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 22 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=578048 (en)
- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 22 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=578048(en)
- ↑ a ziskrive anezhañ evel un isspesad eus spesad Leporicypraea mappa, Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)