Leporicypraea mappa
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Hoc'hig-mor kartenn
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Leporicypraea | ||
Anv skiantel | |||
Leporicypraea mappa (Linnaeus, 1758) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Leporicypraea mappa a zo unan eus ar tri spesad a vez renket er genad Leporicypraea e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin boutin ez-lerc'hel a vev er meurvor Habask hag e meurvor Indez an hini eo.
Taksonomiezh
kemmañDiskrivet eo bet ar spesad gant Linnaeus e 1758 [2].
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Leporicypraea geographica bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
- Cypraea mappa Linnaeus, 1758 hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
- Cypraea alga Perry, 1811 anv aet da get
- Mauritia mappa (Linnaeus, 1758) anv aet da get
6 isspesad a zo bet diskrivet :
- isspesad : Leporicypraea mappa admirabilis Lorenz, 2002
- isspesad : Leporicypraea mappa aliwalensis Lorenz, 2002
- isspesad : Leporicypraea mappa mappa (Linnaeus, 1758)
- isspesad : Leporicypraea mappa subsignata (Melvill, 1888)
- isspesad : Leporicypraea mappa ultraviola Lorenz & Bridges, 2014
- isspesad : Leporicypraea mappa viridis (Kenyon, 1902)
1 isspesad ouzhpenn a zo bet diskrivet met o vezañ studiet emañ c'hoazh :
- isspesad : Leporicypraea mappa rosea (Gray, 1824)
Bevoniezh
kemmañKregin boutin ezlerc'hel betek ral evit isspesadoù zo an hini eo. Kavet e vezont dindan bloc'hadoù reier pe koral etre live al lanv izel betek 110 m donder.
Ment
kemmañMentoù boutin ar c'hregin bras-se a zo etre 58 mm ha 86 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 40 mm gour pe ramz, betek 101 mm.
Gwelout ivez
kemmañLeporicypraea geographica, spesad tost-tre e dresadennoù ha Leporicypraea valentia spesad all ar genad.
Kartenn al lec'hioù bevañ
kemmañLec'h bevañ ar spesad a zo er Meurvor Habask ha meurvor Indez.
Skeudennoù
kemmañ-
Kein div grogenn Leporicypraea mappa
-
Diaz div grogenn Leporicypraea mappa
-
Spesad bev en endro gant ar grogenn goloet un tammig
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 22 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=396637(en)
- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marines species, bet sellet outi d'an 22 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=396637(en)