Leporicypraea valentia

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Leporicypraea valentia

Hoc'hig-mor Valentia
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Cypraeidae
Genad : Leporicypraea
Anv skiantel
Leporicypraea valentia
(Perry, 1811)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Leporicypraea valentia a zo unan eus ar tri spesad a vez renket er genad Leporicypraea e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin ral a vev er meurvor Habask etre Filipinez hag Melanezia an hini eo.

Taksonomiezh

kemmañ

Diskrivet eo bet ar spesad gant Perry e 1811 [2].

Roet eo bet an anv Valentia en enor da Lord Valentia en deus bet ar grogenn gentañ kavet.

Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Leporicypraea valentia bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:

  • Cypraea valentia (perry, 1811) anv an diskrivadenn hag hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.

Bevoniezh

kemmañ

Kregin ral an hini eo. Kavet e vezont e kevioù ha frailhoù mogerioù reier etre 15 ha 80 m donder[3].

Mentoù boutin ar c'hregin bras-se a zo etre 78 mm ha 94 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 60 mm gour pe ramz, betek 100 mm.

Gwelout ivez

kemmañ

Leporicypraea mappa ha Leporicypraea geographica spesadoù all ar genad.

Kartenn al lec'hioù bevañ

kemmañ

Lec'h bevañ ar spesad a zo er Meurvor Habask etre ar Filipinez hag ar Melanezia.

Skeudennoù

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 22 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=578051(en)
  2. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marines species, bet sellet outi d'an 22 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=578051(en)
  3. Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)