Lizher da Ditoz
Al lizher da Ditoz ('προς τιτον, "Da Ditos", hepmui, hervez an titl gregach), pe da Ditus hervez an anv latin, zo anezhañ unan eus skridoù an Testamant Nevez en embannadur brezhonek Maodez Glanndour e ti Al Liamm e 1971.
Embannadurioù all
kemmañPemp embannadur brezhonek zo bet a-raok hemañ, ha tri anv all dezhe :
- al Lizer da Dituz, gant Yann-Frañsez ar Gonideg, embannet div wech :
- en Testamant nevez hon aotrou Jézuz-Krist, e 1827, pajenn 284;
- en eil levrenn ar Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, e 1866, pajenn 634;
- Lizer Paol da Dit en Testamant Nevez troet gant Gwilh ar C'hoad ([1]), embannet e 1883
- advoullet e 1893[2]
- Lizer Sant Paol, abostol, da Ditus, en Testamant Nevez hon aotrou hag hor Zalver Jesus-Christ, e 1927, pajenn 411.
C'hwec'h embannadur en holl eta, gant hini Al Liamm e 1971.
Lizher Paol Tars
kemmañBez' ez eo unan eus an tri lizher skrivet gant an abostol Paol Tars hag a vez lakaet e rummad al « lizheroù pastorel », war-lerc'h an daou lizher da Dimoteoz.
Skrivet e vefe bet e Makedonia e-kerzh ur veaj dre Greta (gant Titoz), Azia-Vihanañ, Makedonia ha Gres war-dro ar bloavezh 65[3] goude bezañ bet tremenet daou vloavezh en toull-bac'h e Roma (e 60-62 hervez Maodez Glanndour, e 61-63, hervez La Bible de Jérusalem).
An diskibl
kemmañDa Dituz hé vâb karet-mâd hervez ar gen-feiz ..., a skriv Paol diwar-benn Titus e skrid ar Gonideg. Va gwir vab hervez ar feiz commun, a lenner en Testamant Nevez hon aotrou hag hor Zalver Jesus-Christ[4], rak Titus, anezhañ ur Gresian, a oa unan eus diskibien fealañ an abostol. Pagan e oa a-raok treiñ da gristen.
Danvez al lizher
kemmañKaoz zo eus kenurzh hag aozadur an iliz nevez el lizher.
- Er pennad kentañ: perzhioù rekis d'an eskibien
- En eil pennad :
- En trede pennad :
Rakskrid Maodez Glanndour
kemmañSetu ar pezh a skriv Maodez Glanndour a-zivout an tri lizher pastorel :
« Amañ hon eus un ton distegn ha dibompad, hini un den krog da gozhañ o skrivañ da ziskibled ha da genlabourerion garet. Santout a ra ar maro o tont, hag e plijfe dezhañ o startaat en o feiz hag en o c'harg a bastored. Derc'hel d'ar gelennadurezh bet resevet, diwall diouzh an disivouderion, gouzout eo an Iliz pobl Doue bet glanaet gant gwad ar C'hrist, Doue gwirion, ha den gwirion, en deus roet e vuhez evel sakrifis a zaspren; ha santelaet dre nerzh ar Spered Santel, a labour en eneoù ar fideled, hon eus da veuliñ an Tad a drugarez peurbadel a c'halv a holl dud d'ar silvidigezh… »[5]
Arouezius eo an tri lizher eus stad aozadur an Iliz e dibenn mare an ebestel :
« El lizheroù-mañ, evel en Oberoù an Ebestel, ar gerioù Episkopoz (eskob) ha Presbiter (henaour, beleg) n'o deus ket c'hoazh talvoudegezhioù disheñvel, evel m'o devo un tammig diwezhatoc'h […]. E penn pep Iliz ez eus ur strollad renerion eskibion-presbiterion. A-us dezho avat e chom an abostol en deus diazezet an Iliz : hag hemañ a ren warno drezañ e-unan pe dre e gannaded. Sed ar pezh a welomp amañ evel en Oberoù : Timozeoz ha Titoz a zo karget gant Paol da eveshaat ha da c'houarn ar c'humuniezhioù en ano Paol, da envel ar bresbiterion, da virout an urzh vat… »[6]
Cheñch a reas an traoù pa voe marvet an Ebestel hag o c'hannaded.
Notennoù
kemmañ- ↑ [1]
- ↑ Un siècle de journalisme breton, Lucien Raoul, Le Signor, 1981, p. 262
- ↑ (fr) La Sainte Bible, Cerf, 1961, p. 1488.
- ↑ Testamant Nevez hon aotrou hag hor Zalver Jesus-Christ, 1927, pajenn 411.
- ↑ (br) Maodez Glanndour, "Digoradur da Lizheroù Sant Paol", eil levrenn troidigezh an Testamant Nevez, Al Liamm, 1971, p. 356.
- ↑ (br) Maodez Glanndour, "Digoradur da Lizheroù Sant Paol", eil levrenn troidigezh an Testamant Nevez, Al Liamm, 1971, p. 356.