Loïc
anv paotr
Loïc zo un anv-badez gallek, deuet eus ar berranv brezhonek Laouig, berrstumm an anv-badez brezhonek Gwilherm (dre an adstumm Gwilhoù, distaget ivez Gwilhaou, berraet e Laou).
Ne zeu ket eus an anv brezhonek Loeiz. Koulskoude e Mervent Frañs e teu Loïc (ha Loïs) eus Lozoïc, anv Loeiz e provañseg kozh. Div orin zo evit an anv gallek eta.
Martezeadennoù all zo evit displegañ orin an anv (Loukas e gresianeg, Lowic e nederlandeg kozh) met n'int ket bet dervaet betek-henn.
Adstummoù
kemmañLoïck, Loïk ha Loïg dreist-holl.
Tud
kemmañ- Loïc Nottet, kaner
- Loïc Vliegen, marc'hhouarner
- Loïc Le Ribault (1947-2007), douarour
- Loïc Amisse (g. e 1954), melldroader ha gourdoner
- Loïc Dubigeon (1934-2011), skeudennaouer, livour ha stilour
- Loïc Caradec, moraer
- Loïc Cauret, maer Lambal
- Loïg Chesnais-Girard, prezidant Rannvro Breizh
- Loïc Hénaff, penn embregerezh Jean Hénaff KVG, penn Produet e Breizh
- Loïc Jouannigot (g. e 1953), skeudennaouer levrioù evit ar vugale
- Loïk Le Floch-Prigent, kargiad uhel
- Loïck Peyron, moraer
- Loïc Raison, merk chistr
- Loïc Badé (g. e 2000), melldroader
- Loïc Guillon (g. e 1982), melldroader
- Loïc Jacquet, rugbier
- Loïk Le Priol (g. e 1994), stourmer eus an tu-dehoù pellañ
- Loïc Mbe Soh (g. e 2001), melldroader
- Loïc Nego (g. e 1991), melldroader a orin gall.
- Loïc Lapoussin (g. e 1996), melldroader.
- Loïc Perizzolo (g. e 1988), marc'hhouarner.