Maastricht

(Adkaset eus Maestricht)

Maastricht (skrivet Maestricht gwechall, Mestreech e limbourgeg) zo kêr-benn proviñs Limburg, en Izelvroioù. Emañ war ribl kleiz ar stêr Meuse (Maas e nederlandeg), ha kêr vrasañ su an Izelvroioù eo. E 2011 e oa 121 050 a dud o chom enni.

Kêr gozh Maastricht war vord ar stêr Maas
Ardamezioù kêr Maastricht

Douaroniezh

kemmañ

Krennamzer uhel[1]

  • Urbs Treiectinsis
  • Treiectum (596)
  • Civitas Treiectum (sened iliz Pariz, 614)
  • Traiectum (669/670)
  • Tiecto, Trecto, Triectu, Triecvo (pezhioù moneiz VIIvet)
  • Oppidum Treiectinse (VIIIvet)
  • Oppidum Treiiectense
  • Triiecto
  • Traioecto Castrum
  • Trega (bedonier Ravenna, IV, 26)

Gerdarzh

  • Dont a ra an anv eus al latin : e Mosae Traiectum, pe Traiectum ad Mosam (tremen war ar Meuse), e oa bet savet ur pont gant ar Romaned da vare an impalaer Aogust.

Ardamezioù

kemmañ

Daoust d’ar roudoù roman splann-se ez eus tabut etre Maastricht ha Nijmegen da c’houzout pehini eo « ar gêr goshañ en Izelvroioù ». Tud Nijmegen a lavar e voe anavezet gwirioù d’o c’hêr gant ar Romaned, tra ma ne voe anavezet gwirioù Maastricht evel kêr nemet er Grennamzer. Sur eur koulskoude e oa annezet Maastricht, a-raok donedigezh ar Romaned, gant Kelted (Eburones).

Maastricht he deus kemeret plas Tongeren war dro ar VIvet kantved. Adalek 535, anvet eo an eskob Domitianus, lec'hiet e Maastricht ː episcopus ecclesiae Tongrorum quod et Traiecto[2].

Er Grennamzer, e oa renet Maastricht war un dro gant dug Brabant ha gant Priñs-Eskob Liège.

Chom a reas an traoù e-giz-se betek aloubidigezh ar C’hallaoued e 1794, goude ur seziz hag a badas 45 deiz. Goude-se, Maastricht a voe pennlec’h departamant ar Meuse-Inférieure, betek 1814.

War-lerc’h faezhidigezh Napoleon, en em gavas Maastricht e Rouantelezh Unanet an Izelvroioù e 1815. Goude an disparti etre Belgia hag an Izelvroioù e voe resisaet an harzoù etre an div vro e 1839 gant Emglev Londrez : Maastricht ha reter Limbourg, daoust dezho bezañ tostoc’h da Velgia e pep keñver, a voe lakaet en Izelvroioù. Abalamour m’emañ pell diouzh kreiz an Izelvroioù, en ur vroig paket etre Belgia hag Alamagn, eo chomet distag a-walc’h Maastricht diouzh ar peurrest eus an Izelvroioù, a-fet spered ha sevenadur.

Maastricht he deus roet hec’h anv d’ar feur-emglev war Unaniezh Europa, a voe sinet eno d’ar 7 a viz C'hwevrer 1992.

Kêrioù gevellet

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

kemmañ
  • Nancy Gauthier, Régis de la Haye, Hansgerd Hellenkemper, Titus Panhuysen, Marie-Thérèse Raept-Charlier, Alain Vanderhoeven : Topographie chrétienne des cités de la Gaule, des origines au milieu du VIIIè siècle. XII. Province ecclésiastique de Cologne (Germania Secunda). De Boccard. 2002

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. T. Panhuysen ha R. de la Haye, p. 103
  2. T. Panhuysen & R. de la Haye, p. 105