Marc'heien an Daol Grenn

Wikimedia roll

Marc'heien an Daol Grenn zo, e kelc'h lennegel Danvez Breizh, un urzh marc'heien karget gant ar Roue Arzhur da glask ar Graal ha da zifenn e rouantelezh. En em vodañ a reont ouzh an Daol Grenn evit aroueziañ an ingalded etrezo. Tudennoù pennañ ar c'helc'h arzhuriek zo anezho. E 1155 e kaver ar meneg skrivet kentañ anezho er Romant de Brut skrivet gant ar barzh norman Wace. Skignet eo bet ar vojenn arzhuriek en Europa a-bezh adalek fin an XIIvet kantved, dre oberenoù Chrestien de Troyes dreist-holl.

Ar Roue Arzhur hag e varc'heien en dornskrid italian eus an XIVvet kantved Klask ar Graal Santel

Kalz marc'heien disheñvel zo bet meneget gant an oberennoù o deus kontet o istor. Gallout a reont bezañ kerent da Arzhur, enebourien gozh bet adunvanet gantañ, tud eus Enez Vreizh pe eus broioù all. Ar re vrudetañ eo Lanselod, Peredur (?), Yvain (?), Gaovan, Kae, Tristan, Galaad hag an treitour Mordred.

E-barzh istorioù fin ar c'helc'h arzhuriek er XVvet kantved, en o zouez an oberenn bennañ Le Morte d'Arthur, eo torret an urzh e kavailhadoù hag a ra brezel an eil re d'ar re all pa'z eo dizoloet an avoultradenn etre Lanselod hag ar rouanez Gwenivar, gwreg Arzhur.

Roll ar varc'heien vrudetañ

kemmañ
Marc'heien an Daol Grenn
Anv saoznek pe vrezhonek Anvioù all Oberenn gentañ ma vezont meneget Oberennoù krennamzerel all Notennoù
Accolon ? Sir Accolon of Gaul kelc'h Post-Vulgate, t-d XIIIvet kantved Le Morte d'Arthur karet gant Morgana, lazhet dre zarvoud en un duvell gant ar Roue Arzhur.
Aglovale ? Agloval, Sir Aglovale de Galis The Life of Sir Aglovale de Galis mab henañ Pellinore.
Agravain ? Agravaine Lancelot-Graal, Le Morte d'Arthur eil mab ar Roue Lot (eus Lothian pe Orkney) ha Morgause, c'hoar Arzhur.
Arzhur Arzhur Pendragon, Arthur e saozneg ha galleg, Arturus e latin, Roue Arzhur Y Gododdin, t-d VIvet kantved kalz Roue meur ar Vretoned, rener Loegria hag aotroù Kamelot.
Bagdemagus ? Lanselod, marc'heg e garr, bloavezhioù 1170 Tad Meleagant ha rener Gorre.
Bedivere ? Bedevere, Bedwyr e kembraeg, Bédoier e galleg Pa Gwr yw y Porthawr, t-d an Xvet kantved Vita Cadoc, Kulhwch hag Olwen, Englynion y Beddau, Triadoù Enez Preden, Historia Regum Britanniae, Le Morte d'Arthur, kalz re all Ro Kaledvoulc'h da Itron al Lenn endro ; breur Lucan.
Bors the Younger ? Bohort e galleg Mab Bors an Henañ, tad Elyan ar Gwenn ; kenderc'hel a ra war-lerc'h Arzhur e skridoù zo.
Brunor ? Breunor le Noir, La Cote Male Taile ("The Badly-shaped Coat") Marc'heg gant dilhad e dad muntret war e gein; breur Dinadan ha Daniel.
Cador ? (latin: Cadorius) Historia Regum Britanniae, Hunvre Rhonabwy desavet Gwenivar gantañ, tad Constantine; taolet evel kenderv Arzhur e skridoù zo.
Calogrenant ? Colgrevance Yvain ou le Chevalier au lion, bloavezhioù 1170 Le Morte d'Arthur Kenderv an aotroù Yvain.
Karadeg latin: Caractacus, kembraeg : Caradog Freichfras, hag a dalv Karadog e vrec'h kreñv, saozneg : Caradoc ha Carados of Scotland, galleg : Carados Briefbras Perceval, the Story of the Grail, ar Mabinogi Rebellet en doe enep Arzhur pa voe eñ deuet roue, ha goude e skoazias anezhañ. Div dudenn a-wechoù : Karadog an Henañ (ur roue) ha Karadog ar Yaouankañ (ur marc'heg).
Claudin Lancelot-Grail, Le Morte d'Arthur Mab vertuzus d'ar roue fallakr Claudas.
Konstantin III Preden Historia Regum Britanniae, t-d. 1136 Le Morte d'Arthur kenderv Arzhur hag an hini war e lerc'h war an tron; mab Cador.
Dagonet farouell Arzhur.
Daniel von Blumenthal Daniel von Blumenthal, 1220 marc'heg kavet e ganadur Arzhur el lennegezh alamanek.
Dinadan Komz-plaen Tristan, bloavezhioù 1230 Le Morte d'Arthur mab an Aotroù Brunor an henañ.
Ector ? Hector, Antor, Ectorius Lancelot-Graal, deroù XIIIvet kantved Le Morte d'Arthur desavet Arzhur gantaañ dre urzh Marzhin ; tad Kae.
Elyan the White ? galleg : Helyan le Blanc Mab Bors
Erec ? N'eo ket sklaer ; e Erec et Enide evit ar wech kentañ, t-d 1170 Gwelout Geraint ac Enid Mab Roue Lac.
Esclabor roue Saracen en harlu ; tad Palamedes, Safir ha Segwarides.
Feirefiz Parzival gant Wolfram von Eschenbach, deroù an XIIIvet kantved Hantervreur Percival; niz Arzhur.
Gaheris ? Le Morte d'Arthur mab ar Roue Lot ha Morgause, breur Gaovan, Agravaine ha Gareth, hag hantervreur Mordred.
Galaad Lancelot-Graal, deroù an XIIIvet kantved kelc'h Post-Vulgate, Le Morte d'Arthur mab bastard an Aotroù Lanselod hag Elaine of Corbenic ; bet kavet gantañ ar Graal Santel
Galehault ? Galehalt, Galehaut Lancelot-Graal, deroù XIIIvet kantved ur roue estren hanter-ramz, bet enebour ar Roue Arzhur ha deuet da vezañ tost ouzh Lanselod.
Galeschin ? Galeshin Er c'helc'h Vulgate Mab Elaine of Garlot hag ar roue [Budig II Breizh]]; niz Arzhur.
Gareth ? Beaumains e galleg Le Morte d'Arthur, Idylls of the King ur mab all d'ar Roue Lot ha da Morgause ; e kartantez gant Lyonesse.
Gaovan latin: Walwanus, kembraeg : Gwalchmai, iwerzhoneg : Balbhuaidh Kulhwch hag Olwen, td. XIvet kantved Conte du Graal, kelc'h Lancelot-Graal, Komz-plaen Tristan,Sir Gawain and the Green Knight, Le Morte d'Arthur ha kalz romantoù berr e saozneg grenn ur mab all d'ar Roue Lot ha da Morgause ; tad Gingalain.
Geraint Geraint ac Enid karantez Enid.
Gingalain ? Guinglain, Gingalin, Gliglois, Wigalois, etc., Le Bel Inconnu pe The Fair Unknown ivez Le Bel Inconnu Mab Gaovan.
Gornemant ? Gurnemanz Perceval, the Story of the Grail Parzival Mentor Perceval.
Griflet ? Girflet, Jaufre Jaufré ur c'henderv da Lucan ha Bedivere.
Hector de Maris Ector de Maris Quest du Saint Graal (kelc'h Vulgate) hanter-vreur Lanselod, mab d'ar Roue Ban ; Bors ha Lionel eo e gendirvi.
Hoel kembraeg : Hywel fab Emyr Llydaw, Howel Hunvre Rhonabwy, Geraint ac Enid Mab Budig II Breizh ; tad sant Tudwal.
Kae kembraeg : Cai, latin: Caius Pa Gur yv y porthaur? Xvet kantved kalz Mab da Ector, advreur Arzhur.
Lamorak ? Komz-plaen Tristan, t-d. 1235 kelc'h Lancelot-Graal mab ar roue Pellinore, breur Tor, Aglovale, Percival ha Dindrane ; karantez Morgause.
Lanselod Lancelot du Lac, Lancelot of the Lake, Launcelot Érec et Énide, t-d 1170 Lanselod, marc'heg e garr, Lancelot-Graal, kalz re all Mab ar Roue Ban eus Bro-C'hall, brudet evit bezañ kemeret ar rouanez Gwenivar evel pried kleiz, tad Galaad ; ar marc'heg pennañ er romantoù diwezhañ.
Lanval ? Landevale, Launfal, Lambewell Lanval gant Marie de France, fin an XIIvet kantved Sir Landevale, Sir Launfal, Sir Lambewell Enebour da Wenivar.
Leodegrance ? Leondegrance tad Gwenivar, roue Cameliard (?).
Lionel ? Lancelot-Graal, deroù an XIIIvet kantved mab ar Roue Bors eus Gaunnes (pe Galia) ha breur Bors ar Yaouankañ.
Lucan Sir Lucan the Butler Le Morte d'Arthur servijour ar Roue Arzhur ; breur Bedivere, kenderv Griflet.
Maleagant ? Malagant, Meleagant, marteze Melwas n'ouzher ket, un dudenn heñvel anvet "Melwas" a zo en oberenn Buhez Gweltaz er XIIvet kantved Lancelot-Graal, kelc'h Post-Vulgate, Le Morte d'Arthur skraper Gwenivar.
Mordred Modred, kembraeg : Medrawd, latin: Medraut Annales Cambriae, t-d. 970 kalz e troioù-kaer an Daol Grenn eo mab anpriedel Azhur ha Morgause.
Morholt ? Marhalt, Morold, Marhaus barzhonegoù Tristan gant Béroul ha Thomaz Bro-Saoz, XIIvet kantved barzhonegoù Tristan gant Eilhart von Oberge, Gottfried von Strassburg, Komz-plaen Tristan, Post-Vulgate, Le Morte d'Arthur marc'heg iwerzhonat, enebour Tristan hag eontr Izold.
Morien Moriaen marc'hegiezh nederlandek Morien, XIIIvet kantved Mab Aglovale hanter-vorian.
Palamedes Sarazin, mab ar Roue Esclabor, breur Safir ha Segwarides.
Pelleas ? Pellias kelc'h Post-Vulgate, bloavezhioù 1230 Le Morte d'Arthur E karantez gant Ettarre, ha goude karet gant Nimue.
Pellinore ? Lancelot-Graal, kelc'h Post-Vulgate Roue Listenoise ha mignon da Arzhur.
Percival ? kembraeg : Peredur ; Perceval, Parzifal Percival e-barzh Erec et Enide, t-d. 1170 Perceval, the Story of the Grail, Lancelot-Graal, kalz re all Kavet gantañ ar Graal Santel ; mab ar roue Pellinore gant kontadennoù ao.
Safir ? Le Morte d'Arthur gant Thomas Malory, Komz-plaen Tristan Mab ar roue Esclabor ; breur Segwarides ha Palamedes.
Sagramore ? Sagramor Lancelot-Graal, kelc'h Post-Vulgate, Komz-plaen Tristan, Le Morte d'Arthur marc'heg hollvezant an Daol Grenn ; meur a istor ha orin a zo lakaet en e gont.
Segwarides Le Morte d'Arthur, Komz-plaen ''Tristan'' mab Esclabor; breur Safir ha Palamedes.
Tor ? Le Morte d'Arthur Mab ar Rou Ars, advabed gant Pellinore.
Tristan latin/predeneg : Drustanus; kembraeg : Drystan; portugaleg : Tristão; spagnoleg : Tristán ; Tristran, Tristram, etc. Roman de Tristan gant Beroul an daou Folies Tristans, Chevrefeuil gant Marie de France, Eilhart von Oberge, Gottfried von Strassburg, Komz-plaen Tristan, kelc'h Post-Vulgate, Le Morte d'Arthur Mab pe kar da Roue Marc'h, karantez Izold.
Urien Uriens tudenn istorel Triadoù Enez Preden Roue Rheged (pe Gorre), tad Yvain (Owain mab Urien) ha pried Morgana.
Yvain ? kembraeg : Owain ; Ywain, Ewain or Uwain tennet eus an dudenn istorel Owain mab Urien Historia Brittonum, Yvain ou le Chevalier au lion Mab d'ar roue Urien
Yvain the Bastard ? Ywain the Adventurous, Uwain le Avoutres Mab anpriedel Urien