Matelin
Matelin pe Matilin zo un anv-badez brezhonek, pe brezhonekadur an anv-badez gallek Mathurin, diwar anv ar sant.
Gerdarzh
kemmañDont a rafe eus an anv latin Maturus (azv, darev) deuet da vout Maturinus, aet da Maturino en italianeg ha Mathurin e galleg.
Yezhoù all
kemmañ- Mathurin, e galleg
- Maturino, en italianeg
Ar sant
kemmañHennezh a oa un denjentil galian-roman, abostol Galia, enoret e Kistinid ha Monkontour (IIIde kantved) a vez goueliet d'ar 1añ a viz Du.
Krennlavar
kemmañ- Sant Matilin Monkontour
- Mestr war an douar hag an dour(Daveoù a vank)
Tud brudet en anv-se
kemmañ- Mathurin Crucy (1749-1826), tisavour
- Matilin an Dall (1789-1859), talabarder
- Matelin Prielleg (1869-1945), beleg ha skrivagner
- Mathurin Méheut (1882-1958), livour
- Jean-Mathurin Cadic, beleg
- François-Mathurin Gourvès (1929–2020), eskob Gwened
- Mathurin Régnier (1573-1613), barzh
- Mathurin Jacques Brisson (1723-1806), evnoniour ha fizikour
- Maturino da Firenze (Firenze, 1490 - Roma, 1528), livour
Lec'hioù
kemmañBro-C'hall
kemmañ- Camps-Saint-Mathurin-Léobazel, e Corrèze,
- Saint-Mathurin, e Vendée,
- Saint-Mathurin-sur-Loire, en Anjev.
Enez Moris
kemmañ- Port Mathurin, kêr-benn Enez Rodrigues.