Mathurin Méheut

livour galleg

Mathurin Méheut, bet ganet e Lambal d'an 21 a viz Mae 1882, ha marvet e Pariz e 1958 a oa un tresour, livour, ha koadengravour breizhat.

Skeudenn e Ouest-Eclair, e 1941 pe araok

Ganet e oa bet en un tiegezh artizaned. Mont a reas da Skol an Arzoù-kaer Roazhon er bloavezh 1897. Da c’houde ez eas da Bariz. E vuhez arzour, hir, puilh ha frouezhus a grogas da vat dre e genlabour gant savlec’h biologel-mor Rosko. Du-se e voe krouet diazez ul levr kaer-meurbet "Raklivadur ar mor 1913/1914". Da c’houde e pennadas hent war-zu Bro-Japan. Galvet en-dro da Frañs abalamour d’an engalvadeg d’ar brezel-bed kentañ e voe savet gantañ ur bern tresadennoù, gwir destenioù eus ar vuhez pemdez er fozioù-brezel. Goude-se, goude an arsav-brezel, e teuas en-dro d’e vro c’henidik, Breizh. Skeudennaouer a-vicher e teuas da vezañ. Kelenn a rae ivez e skol an Arzoù-kaer. Liesseurt ha liesdoare e oa e labour : kinkladurezh ar mordreizher "Normandie", skeudennaouer levrioù kaer, kenlabourer talvoudus feilhañserezh Henriot e Kemper.

Test ur marevezh eo bet, boemet gant tud e vro. Redet en deus Breizh eus Roazhon da Zinan, eus Rosko da Sant-Wenole er Bro-Vigoudenn o legadiñ d’ar remziadoù nevez ur bern oberennoù hag un testeni prizius.

Mirdi Mathurin Méheut a zo staliet e Lambal er gêr ma voe ganet enni.

Anvet e oa bet da "livour ofisiel ar Verdeadurezh" e 1921.

Buhezskrid

kemmañ
  • 1882 : Ganedigezh e Lambal (Bro Sant-Brieg)
  • 1896 : Deskardelezh e Lambal e ti Mathurin Guernion, pentour-tiez. Tresadennoù kentañ deiziet.
  • 1898 : Enskrivadur e skol an Arzoù-kaer e Roazhon (Il-ha-Gwilen)
  • 1900 : E Pariz e-pad ur miz
  • 1902 : E dibenn e studioù e Roazhon e tiviz en em staliañ da vat e Pariz. Labourat a ra evit ar gelaouenn "Arts et Décoration". Embann a ra e dresadennoù war ar pesked hag ar c’houraloù. En em enskrivañ a ra war un dro e Skol vroadel an Arzoù-kinklañ (Pariz).
  • 1903-1904 : Koñje e Saint-Lô (Manche)
  • 1905 : Dimeziñ gant Marguerite Rouja er Mañs (Sarthe). O chom emañ ar c’houblad e Pariz er 15vet karter, 45 straed Falguière
  • 1906 : Kemer a ra perzh e Saloñs an Arzourien c'hall e Pariz
  • 1908 : Ganedigezh e verc’h Maïvon
  • 1910-1912 : Chomadenn ha labour e savlec’h-biologel Rosko. Arselladennoù ha brastresoù ar metoù-mor en un endro skiantel
  • 1912 : Kelenn a ra er skol Boulle
  • 1913 : Kentañ diskouezadeg e-unan e Mirdi an Arzoù-kinklañ (tinell Marsan) eus 450 oberenn savet e Rosko diwar-benn al loened hag ar bleunioù-mor. Gant Mirdi-mor Monako ha Mirdi Luksembourg e vez prenet e oberennoù. Aet eo ar maout gant Mathurin Méheut evit gounit ar "yalc’h tro-dro ar bed" roet gant an Diazezadur Kahn.
  • 1914 : Beaj da Hawaii, da vro Japan da c’houde a-drugarez d’ar "yalc’h tro-dro ar bed". Ehanet eo ar veaj abalamour d’an engalvadeg d’ar brezel-bed kentañ. Dont a ra en-dro Mathurin Méheut da Frañs. Er 136vet rejimant troaderien Arras eo enluet
  • 1916-1917 : Anvet eo Mathurin Méheut er servij lec’hanvadurezh ha kartennouriezh e Sainte Menehould ha da vBerques da c’houde. Tresadennoù brezel
  • 1919 : Disoudarderezh. Er skol Boulle eo anvet Mathurin Méheut hag er skol Estienne evit ur prantad berr. Kregiñ a ra ivez da labourat er feilhañserezh Henriot e Kemper (Kerne)
  • 1921 : Anvet eo da "livour ofisiel ar Verdeadurezh". Eil diskouezadeg en e-unan e Mirdi a Arzoù-kinklañ (tinell Marsan). Oberennoù breizhat, japanat hag a vrezel
  • 1923 : Diskouezadeg e San Francisco
  • 1924 : Chomadennoù e ti Albert Kahn. Krouiñ a ra e ginkladurioù kentañ evit mordreizherioù. Nac’hañ a ra kemer perzh e kevredigezh ar Seizh Breur.
  • 1925 : Disoc’h e genlabour gant ar feilhañserezh Henriot : kinnig a ra e listri-taol anvet "ar mor" hag "ar grampouezhenn" da-geñver diskouezadeg etrebroadel an Arzoù kinklañ. Ober a ra anaoudegezh gant Yvonne Jean-Haffen
  • 1926 : Emezelañ a ra da Gevredigezh an arzourien kinkladourien
  • 1927 : Priajoù kentañ evit Labouradeg broadel Sèvres
  • 1929 : Kinkladurioù ti-hañv Miramar e Cap Martin evit Albert Kahn
  • 1930 : Kinkladur sal-degemer savadur Heinz e Pittsburgh gant skoazell Yvonne Jean-Haffen
  • 1931 : Kemer a ra perzh en Diskouezadeg trevadennel (priajoù Sèvres)
  • 1932 : Krouidigezh listri-taol anvet « ar mor » evit ar preti “Prunier”
  • 1932-1933 : Labourioù liesseurt evit Labouradeg broadel Sèvres
  • 1933 : Kinkladurioù kentañ evit mordreizherioù ar « C’hevredad treuzatlantek »
  • 1937 : Diskouezadeg etrebroadel an Arzoù hag an Teknikoù e Pariz : kinkladur evit tinell Breizh hag hini ar Verdeadurezh kenwerzh
  • 1937-1938 : Labourioù liesseurt evit Labouradeg broadel Sèvres
  • 1939 : Pallenn-moger « Allégorie à la vie marine » evit Labouradeg ar Gobelins
  • 1940 : Kelenn a ra betek 1944 e skol an Arzoù-kaer e Roazhon
  • 1941 : Gwerennoù-livet ha priajoù evit ar preti "l’Huîtrière" staliet e Lille
  • 1942 : Kinkladur Ensavadur broadel douarouriezh Roazhon
  • 1944 : Embannadur al levr « Micherioù kozh Breizh » savet gant Florian Le Roy, tresadennoù gant Mathurin Méheut
  • 1944-1945 : Donoc’h ez a en e labour koadengraver
  • 1945 : Kinnig a ra e livadurioù e saloñs livourien a vor
  • 1946 : Kenembannadur gant Georges Géo-Fourier eus ar rummad kartennoù-post anvet « Breizh Glas »
  • 1949-1950 : Labourioù a brierezh evit an embregerezh Villeroy & Boch e Mettlach (bro-Alamagn)
  • 1951 : Kinkladur ti-bank Caisse d’épargne e Pont-'n-Abad (Kerne)
  • 1952 : Peuroberidigezh talbenn e priaj Feilhañserezh Henriot e Kemper
  • 1955 : Diskouezadeg diwezhañ er palier Bernheim Jeune
  • 1956 : Anvet eo “Akademiezh a Verdeadurezh”
  • 1957 : “Pesketaerien ar Pevar mor” gant Roger Vercel eo al levr diwezhañ bet skeudennaouet gant Mathurin Méheut
  • 1958 : Mervel a ra e Pariz d’an 22 a viz C’hwevrer

Mammennoù

kemmañ
  • Mathurin Méheut gant Denise Delouche, Anne de Stoop ha Patrick Le Tiec. Embannadurioù ar Chasse Marée, 2004, Eil embannadur
  • Voyage d'un peintre Breton au Japon : Mathurin Méheut avril-aout 1914 gant Elisabeth, Hélène ha Patrick Jude. Embannadurioù Ouest France : 2004
  • Mathurin Méheut : donation Château-Grall, Katalog diskouezadeg Mathurin Méheut, dediadennoù, roidigezh Château-Grall, Roazhon, Mirdi Breizh, 29 Meurzh –15 Here 2001
  • La Bretagne de Mathurin Méheut gant Patrick Le Tiec hag Anne de Stoop, Embannadurioù Mirdi Mathurin Méheut, Levraoueg ar Skeudenn, 2000

Da belec’h mont da sellout ouzh oberennoù Mathurin Méheut ?

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ