Ul lizherenn latin ispisial eo Mh, mh implijet gant an iwerzhoneg evit skrivañ ar son kensonennel [w] dirak ar vogalennoù a, o pe u (distagadur ledan) e deroù ur silabenn, da skouer lámha /la:wə/ “daouarn” ha /v/ e diwezh ur silabenn, da skouer léamh /lʲe:v/ “o lenn” ha /vʲ/, dirak ar vogalennoù e hag i (distagadur moan), da skouer nimh /nʲivʲ/ “pesk”.

Implijet e vez ivez a-wezhoù evit treuzskrivañ ar son [mh] e yezhoù all, evel da skouer ar sañskriteg.

Gwelet ivez kemmañ


  Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.