Ar mil nozvezh hag unan

(Adkaset eus Mil Nozvezh hag Unan)
Gwalenn
Mil nozvezh hag unan

Ali Baba hag an daou-ugent laer
Chahrazad
Chahryar
Galland (Antoine)
Lamp Aladdin
Levr ar mil nozvezh hag unan
Sindbad ar martolod hag e seizh beaj

En ur geñver

Kontadenn
Lennegezh arab
Lennegezh ar Grennamzer
Lennegezh pers


Kontadennoù an nozvezhioù arab, koshoc'h eget mil bloaz, zo brudet er bed a-bezh.
Gant media zo evel ar sinema pe an tele (filmoù pe tresadennoù-bev) e chom ar c'hontadennoù kozh er bed a vevomp ennañ.

Orinoù Ar mil nozvezh hag unan

kemmañ

Red-dired un dastumadenn a gontadennoù pers, Mil mojenn (perseg: هزارافسانه hezar afsane) (VIIIvet-IXvet kantved), hag a voe troet hag adlavaret a-hed ar broioù arab gant un anv nevez: Ar mil nozvezh hag unan arabeg: ألف ليلة وليلة, perseg: هزار و یک شب Hazâr-o Yak Šab).
E Pers e veze an dastumadenn ur melezour d'ar briñsed, ul levr skouerioù mat ennañ evit desevel tud yaouank ar re e penn ar Stad. Ne oa ket ul lennegezh pobl tamm ebet.

Kontadennoù ar pobloù arab ha pers

kemmañ
 
An nozvezhioù arab (1825) gant Richard Parkes Bonington (1802-1828) - An Dastumadenn Wallace.

E bro an Arabed e kendalc'has framm ar melezour, istor Chahrazad a c'holo holl ar re all. Met e cheñchas bras ar boued hag un danvez nevez a voe lakaet.

Teir mammenn zo:

Betek ar XVIvet kantved ec'h emdroas ar strollad kontadennoù, hep bezañ adkemeret gant pennoù bras al lizhiri arab.

Kontadennoù arab

kemmañ

Gwir laouen. Dreist-holl abalamour d'ar fed e teuas deomp en Europa eus ur vro arab : Egipt, gant gizioù ar vro en anvioù, doareoù da vevañ ha soñjal. En gwir eo disoc'h un istor kemmesketoc'h.

Stummoù an oberenn

kemmañ

Kalz a stummoù a vez e-barzh Ar mil nozvezh hag unan. Tennañ a ra kontadennoù zo d'an istor, d'ar garantez, d'un drajedienn, d'ur pezh farsus, d'ar varzhoniezh ivez pe da mojennoù ar c'hredennoù musulman.
Atav e vez gevier ha troioù en danevelloù hag an holl danevelloù zo tro kavet gant Chahrazad ivez.

…Chahrazad

kemmañ

Doganet e voe ar c'halif ha neuze e voe disfiz ha fulor ennañ a-enep an holl vaouezed. Touiñ a reas dimeziñ bemdez gant unan nevez ha houmañ lazhet an deiz war-lerc'h.

Evit ma echuas roll ar re varv e kinnigas Chahrazad bezañ pried ar c'halif. Ha tro enni e krogas da zibunañ un istor ha na voe ket echuet da veure. Reiñ a reas ar c'halif un nozvezh d'e bried ha nozvezhioù all evit gouzout fin un istor ha na echuas morse. Padout a reas an afer tri bloavezh, tri bugel a c'hanas Chahrazad. Keit ha ma troas kein ar c'halif d'e lavar: delc'her a reas Chahrazad gant he buhez.

Red an oberenn

kemmañ

Frammet eo an danevelloù gant istor Chahrazad rak ur mell strollad istorioù kemmesk eo Ar mil nozvezh hag unan gant kontadennoù empret an eil e-barzh eben. D'ar c'halif e lavar e vaouez istorioù, gant tudoù enno hag a zanevell un istor, o hini a-wezhioù ha fabloù ennañ.
Kroget eo an istor gant ar Roue Chahryar e penn un enezenn dizanv etre Sina hag India.

Ar brudetañ danevelloù eo :

  • Agîb ha Gharîb.
  • Ali Baba hag an daou-ugent laer (troet e brezhoneg).
  • Dimez al-Ma'mûn.
  • Istor ar Priñs Ahmed hag ar c'hwrac'h Pari-Banou.
  • Istor Qamar az-Zamân.
  • Jullanâr pe Badr Bâsim.
  • Kamaralzamân hag ar priñsez Boudour.
  • Kontadenn an daou vizir hag Anîs al-Jalîs.
  • Lamp Aladdin (troet e brezhoneg).
  • Ar seizh vizir
  • Sindbad ar martolod hag e seizh beaj (troet e brezhoneg).
  • Troioù ar vaouezed.

Un oberenn en Europa an XVIIIvet kantved

kemmañ

Deuet betek ennomp war-bouez ur studier gall eus ar Reter, Antoine Galland e anv ha roet gantañ ur stumm a levrioù moulet d'ar c'hontadennoù pobl gant liamm istor an danevellerez Chahrazad. Bez' ez eus dalc'het istorioù e-leizh el levrioù hag an istor a framm ar strollad, istor Chahrazad, zo dalc'het ivez.

Troet eo bet e galleg gant Antoine Galland. Embannet eo bet eus 1704 da 1717 dindan an anv: Les Mille et une nuits, contes arabes traduits en français war-bouez daouzek levrenn. Skrivet ez eus bet ul lodenn gantañ e-unan hervez pezh danevellet gant e harper sirian, Aladdin hag Ali Baba zo skouerioù.
Ne glot ket ar strollad danevelloù gant al lennegezh klasel arab. Ne vije ket Antoine Galland ha sur a-walc'h e vije kollet Ar mil nozvezh hag unan evel oberennoù all lavaret gant ar bobl. Ha gwell ha se rak kalz a dud zo bet plijet da lenn pe selaou se.
An XIXvet kantved zo bet sot e skrivagnerien gant traoù ar Reter, Levr ar mil nozvezh hag unan en o zouez. Kontrollet e oa doare Galland. Friantoc'h e voe doare Joseph-Charles Mardrus. (1898-1904).

Treserien a berc'hennas o mil nozvezh hag unan evel Gustave Doré, Balke, Emanuele Luzzati, an Alaman Morgan.

Daveoù:

– E galleg

  • GALLAND (Antoine), Les Mille et une Nuits.
  • BENCHEIKH (Jamel Eddine) & MIQUEL (André),
    • Les Mille et une nuits, Gallimard (bibliothèque de la Pléïade), 2005.
    • Album Mille et Une Nuits, Gallimard (bibliothèque de la Pléaïde).
      • Skeudennaouet ha notennet gant Margaret Sironval;
      • troet eo bet an holl 1205 barzhoneg e galleg hep lemel pe kontrolliñ tra ebet: pezh zo nevez.
      • Diazezet eo war an embannadur Bulaq, kêr en Egipt ma voe moulet ar skrid evit ar wezh kentañ e 1835.

– E brezhoneg

  • DOARE (troet gant Ronan), Aladdin hag Ali Baba, An Here, 2000.
  • BERNACHIN (troet gant Marie Noëlle), Sindbad ar martolod, An Here, 1990.
  • KONAN (troet gant Jakez), Ali Baba hag an Daou-ugent Laer, Al Liamm, niv. 36, 1953.
  • HEMON (troet gant Roparz), Sinbad ar martolod, Ti-moul. Kreiz-kêr, Roazhon, 1944.
  • AR BEG-ROSSINYOL (troet diwar ar c'hatalaneg gant Gwenola), Ar babouchennoù strobinellet - Marvailh eus ar Mil Nozvezh hag Unan, An Here, 1991.

Filmoù er sinema, filmoù en tele

kemmañ
Aladdin and the Wonderful Lamp (1917).

Mammennoù

kemmañ