Kannerez velen
(Adkaset eus Motacilla flava)
| |||
---|---|---|---|
An isspesad Motacilla flava flava.
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Passeriformes | ||
Kerentiad : | Motacillidae | ||
Genad : | Motacilla | ||
Anv skiantel | |||
Motacilla flava Linnaeus, 1758 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar gannerez velen (liester : kannerezed melen)[1] a zo ur spesad golvaneged amprevanetaer, Motacilla flava an anv skiantel anezhañ.
Doareoù pennañ
kemmañBoued
kemmañBevañ a ra diwar amprevaned.
Annez hag isspesadoù
kemmañAr spesad a gaver an dek isspesad anezhañ[2] :
- Motacilla flava beema, eus mervent Siberia ha biz Kazakstan da gornôg menezioù Himalaya,
- M. f. cinereocapilla (kannerez velen penn louet), en Italia, Sikilia, Korsika, Sardigna ha Slovenia,
- M. f. flava (kannerez velen penn glas), eus hanternoz ha kreiz Europa da venezioù Oural,
- M. f. flavissima (kannerez velen temzig), e Breizh-Veur ha war aodoù Europa,
- M. f. feldegg (kannerez velen penn du), eus ar Balkanoù ha Turkia da Iran hag Afghanistan,
- M. f. iberiae (kannerez velen Iberia), el Ledenez iberek, e mervent Bro-C'hall ha gwalarn Afrika,
- M. f. leucocephala, e gwalarn Mongolia, gwalarn Sina ha kreisteiz-kreiz Siberia,
- M. f. lutea, eus mervent Rusia da walarn ha hanternoz-kreiz Kazakstan,
- M. f. pygmaea, en Egipt,
- M. f. thunbergi (kannerez velen an norzh), eus hanternoz Europa da viz Siberia.