Oirateg (Mongolek)
Ur yezh altaek eus ar skourr ar yezhoù oiratek-kalmoukek-darc'hatek eo an oirateg (ᡆᡕᡅᠷᠠᡑ ᡘᡄᠯᡄᠨ, Өөрдин келн, sinaeg: Weilate yu), komzet gant tro-dro da 518.000 den en holl e Kalmoukia e Rusia (Azia) (174.000 den e 1993), Sina (139.000 den e 1989) ha Mongolia (205.500 den). Komzet e vez ivez e Kirgizstan, Taiwan, Alamagn hag er Stadoù-Unanet.
Kalmoukeg-oirateg (Kalmyk) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Rusia, Sina, Mongolia |
Rannved : | Kalmoukia |
Komzet gant : | ~ 518.500 |
Familh-yezh : | Yezhoù altaek
Yezhoù mongolek |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Kazakstan |
Akademiezh : | hini ebet |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | hini ebet |
ISO 639-2 | xal |
ISO 639-3 | xal |
Kod SIL | KGZ |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Great e vez Kalmouked eus ar bobl a ra gant ar yezh-mañ e Rusia hag Oirated e Sina ha Mongolia.
Meur a rannyezh ez eus:
- Bouzaweg (buzawa)
- Oirateg (oirat)
- Torgouteg (torgut pe torghuud)
- Derbeteg (dörböt pe derbet)
- Sarteg (sart)
- Kalmakeg (qalmaq)
E Sina:
- Djac'hatchineg (jakhachin)
- Bayiteg (bayit)
- Mingateg (mingat)
- Oloteg (ööld pe olot)
- C'hosouteg (khoshut pe khoshuud)
Implijet e vez an tibeteg evel yezh sakr.
Skrivet ec'h eo bet ar yezh e meur a doare-skrivañ a-hed ar wezh, o kregiñ gant ar skritur uigourek en XIvet kantved. Er XVIIvet kantved e oa bet krouet ar skritur kalmoukek ofisiel anvet todo bichig ("skritur sklaer"), implijet e Rusia betek 1924 ma voe bet staliet al lizherenneg kirillek en e blas. Kenderc'hel a ra Kalmouked Sina d'ober gant ar skritur kozh neoazh. E Mongolia n'he deus ar yezh statud ofisiel ebet ha ne vez ket implijet dre skrid.
Gwelet ivez
kemmañLiammoù diavaez
kemmañPorched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |