Olga Novo a zo ur varzhez hag un arnodskriderez galizek, ganet e Vilarmao (kêriadenn eus kumun A Pobra do Brollón), Proviñs Lugo, Galiza, e 1975, ha bet o chom e Breizh.

Olga Novo

Ar skrivagnerez

kemmañ

Mestroniet war al lizhiri galizek ha portugalek e Skol-Veur Sant-Jakez Kompostela, e voe kelennerez e meur a Lise e Kalaikia a-raok divroañ da gelenn he yezh e Skol-Veur Breizh-Uhel, e Roazhon, hag e Skol-Veur Kreistez Breizh en Oriant goude. Distroet eo da C'haliza m'emañ bremañ o kelenn galizeg e Monforte de Lemos.

Tri barzhaz he deus embannet: A teta sobre o sol (1996), Nós nus (1997) e A cousa vermella (2004).

Ul levr arz — Magnalia an talbenn anezhañ — he deus skrivet gant al livourez Alexandra Domínguez hag ar barzh Xoán Abeleira. Savet ganti, a-hend-all, kalzik barzhonegoù strewet e bleunioù pe kelaouennoù (Festa da Palabra Silenciada, Dorna, Xistral) pe kazetennoù pemdeziek (El País, ABC).

Renet he doa bodadoù-skridaozañ ar c'helaouennoù Ólisbos, Animal ha Valdeleite, hag e talc'h da gemer perzh e hini Unión Libre abaoe an deroù.

Studioù he deus savet evit kendalc'hioù ha kelaouennoù, ma tielfenn alies oberennoù liammet gant an dreistgwirvoudelezh (pennadoù a-zivout ar skrivagner André Breton, ar c'haner Léo Ferré hag al livour Eugenio Granell, h.a.), pe gant kraf ar revelezh (evel a gaver en hec'h arnodskrid Tratado da pel (A-zivout ar c'hroc'hen), embannet e niverenn Erotismos ar gelaouenn Unión Libre (1999), renet ganti.

Dedennet gant ar varzhoniezh arnevez, he deus studiet barzhed evel ar barzh portugalat Fernando Pessoa hag an dreistgwirvoudelour brazilat Sérgio Lima.

En hañv 2009 he deus kemeret perzh en Emvod ar Gelted, en Oriant, o kenskrivañ un abadenn sonerezh ha fiñvkeudennerezh gant Alan Penneg ha fiñvskeudennaoueg Breizh diwar-benn ar skrivagner galizat Castelao hag o prezegenniñ (e galleg) a-ziwar Breizh e lennegezh Galiza.

E 2010 eo bet roet hec'h anv da Casa da Cultura e Pobra do Brollón.

Oberennoù

kemmañ

Barzhoniezh

kemmañ
  • A teta sobre o sol (1996)
  • Nós nus (1997)
  • A cousa vermella (2004)
  • Cráter (2011)

Arnodskridoù

kemmañ

Troidigezh

kemmañ

Eus ar c'halaikeg, e kastilhaneg:

  • El contradiscurso de las mujeres. Historia del proceso feminista, gant Carmen Blanco.

Eus ar galleg, e kastilhaneg:

  • Vidas imaginarias gant Marcel Schwob. 2009. (Sinet an droidigezh dindan an anv Olga Novo Presa.)

Eus ar c'halaikeg, e galleg:

  • Dédalus en Compostela / Dedalus à Compostelle, gant Vicente Risco. 2010. Kenembannet gant gouarnamant Kalaikia (Xunta de Galicia) ha Fundación Vicente Risco.

Prizioù

kemmañ

Meur a briz he deus bet:

Liammoù diavaez

kemmañ