Paper privezioù
Ar paper privezioù[1], lesanvet paper-revr, zo paper a zo graet evit naetaat ar revr goude kac'hat, pe beg ar c'han-troazh goude staotat.
Trizek kilogramm a baper privezioù a yafe gant pep den en Europa bep bloaz(Daveoù a vank), 270 000 gwezenn a yafe bemdez (Daveoù a vank) da fardañ seurt paper war-zigarez degas naetadurezh d'al lodennoùigoù-se eus ar c'horf.
Ober a reer ivez gant paper adimplijet e-lec'h diskar gwez.
Notennoù ha daveoùAozañ
- ↑ Ofis Publik ar Brezhoneg ; Geriadur Ménard p. 1327 / TOILETTES.