Parador Santo Estevo

Parador Santo Estevo zo ul leti a renk uhel staliet en ur manati beneadat kozh e Nogueira de Ramuín, e proviñs Ourense, Galiza.
Meret eo gant ar rouedad letioù stadel spagnol Paradores ("Arsavioù"), bet krouet e 1928.

Parador Santo Estevo

Manati Santo Estevo de Ribas de Sil
Servijoù hollek
Eskemm teulennoù • Hinaozerezh
Karrdi • Ostaleri • Preti
Sal emvodoù ha prezegennoù
Spa • Tommerezh
Kambroù
Kambroù gant saloñs: 1
Kambroù doubl (2 wele) : 50
Kambroù doubl (1 gwele) : 25
Kembroù hiniennel : 1
Armel-houarn • Minibar • Pellgomz • Skinwel

Gant re Celanova hag Oseira ez eo manati Santo Estevo de Ribas de Sil, tri c'hloastr ennañ, unan eus manatioù pennañ Ourense ha Galiza.
Savet e voe en Xvet kantved en un tiriad penitioù, ar Ribeira Sacra ("Glann Nevet"), ha liammet eo ouzh Martin Braga, "Abostol ar Sueved"[1] Menec'h a vevas eno adalek 912 betek 1835.[2].
D'an 12 a viz Ebrel 1923 e voe lakaet da Savadur Istorel Arzel Broadel (Monumento Histórico Artístico Nacional), gant an niverenn RI-51-0000243[3].

 
Kloastr an Eskibien

Er bloaz 921, ar roue Ordoño II León a roas ar manati d'an abad Franquila ; hennezh en e ratreas hag a voulc'has ur marevezh a c'hloar. Brudet en tu all d'an harzoù e voe miridigezh reolenn sant Stefan er manati, kement ha ken kaer ma voe nav eskob o klask repu eno a-c'houde aloubadegoù ar Vuzulmaned e-kerzh an Xvet hag XIvet kantved. En abeg da gement-se e troas Santo Estevo da lec'h pirc'hirinañ ma teue ar feizidi da glask ur burzhud, a c'houlennent digant an eskibien dirak ar c'houfr a endalc'he o gwalennoù. Evit enoriñ ar repuidi e voe savet Kloastr an Eskibien en XIIIvet kantved ; koshañ kloastr ar manati eo.

Er XVIvet kantved e krogas ur maread treuzfurmadurioù hag a echuas gant savidigezh daou gloastr e doare an Azginivelezh. Goude-se e voe ur Skolaj Arzoù er manati, ma voe stummet un niver bras a venec'h betek an XIXvet kantved, Benito Xerónimo Feijoo (1676-1764) en o zouez.

Echu e voe gant gloar manati Santo Estevo de Ribas de Sil e 1835, en abeg d'an Diberc'hennadur spagnol kaset gant Juan Álvarez Mendizábal (1790-1853), pa voe kenkizet gant ar Stad ha lakaet dre-sav-taol madoù difrouezh an Iliz hag an noblañs. E 1836 e voe ar Stad perc'henn war ar manati eta.

E 1988, diwar atiz ar politiker galizat Aureio Miras Portugal (*1950) ha gant asant eskob Ourense e stagas Kuzul-ren Galiza gant denevesadur ar manati evit e dreiñ da leti ; en Alfredo Freixedo Alemparte e voe fiziet ar savouriezh.
E 2004, dre gevrat, e stalias ar Stad spagnol ur parador eno evit broudañ an touristerezh er Ribeira Sacra.


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

kemmañ