John Peel
John Robert Parker Ravenscroft (30 a viz Eost 1939 – 25 a viz Here 2004), anavezet ivez dindan an anv John Peel, a oa un DJ, un animatour skingomz hag ur c’hazetenner saoz.
Brudet e oa dre ma oa gwall ledan ar sonerezh a blije dezhañ, hag ivez peogwir e reas un nebeud fazioù micher (lakaat ur bladenn vinil da dreiñ en tizh fall, da skouer).Un DJ brudet ha doujet er Rouantelezh Unanet hag er bed a-bezh e oa ivez. E levezon a zo bet merzet e bed ar skingomz hag ivez a-fed emdroadur seurtoù sonerezh liesseurt, e o zouez ar sonerezh pop, ar sonerezh indie, ar sonerezh dañs hag ar sonerezh hip hop. Kregiñ a reas gant e vicher gant BBC Radio 1 pa voe krouet ar chadenn e 1967, hag e chomas eno betek e varv.
E 1960 ez eas d’ar Stadoù-Unanet hag e reas a bep seurt micherioù : paotr an urzhiataer, kazetenner. E 1961 e kavas labour en ur chadenn skingomz e Dallas, hag enni e kinnigas un abadenn bemnoz. Labourat a reas evit chadennoù all, mont a reas da skour betek Kalifornia. E kreizk-kreiz ar beatlemania e teuas da vezañ kenskriver ofisiel ar strollad evit ur chanden skingomz all. E 1967 e tistroas da Vreizh Veur. E-pad ur frapadig e voe ivez manager ur strollad kalifornian anvet Misunderstood, ha dont a reas a-benn da gendrec’hiñ anezho da zilojañ da Londrez. Soñj en doa eus ar strollad-se betek dibenn e vuhez, hag e lavaras e 2003 : “Ma tlefen sevel listennad an 10 a badenn o deus plijet ar muiañ din e lakafen ar Misunderstood er Pandora's Box e Hollywood, e 1966. Ma Doue, pebezh strollad dreist e oa ! »
Radio London
kemmañPa zistroas d’e vro c’henidik e kavas ul labour e Radio London, ur chadenn savet diaotre. Bemnoz e kase da benn un abaden anvet The Perfumed Garden (posupl eo e teufe an anv eus titl or romant erotek). Cheñch a reas e anv hag e teuas da vezañ John Peel. Skignañ a rae tonioù hag etrezo e lenne e lenne barzhonegoù. Gwall entanet gant Sgt Peper’s Lonely Hearts Club Band (The Beatles) e splujas er sonerezh hippie. Heuliet e voe gant e selaouerien. Skignañ a reas d’ar mare-se tonioù pe arzourien ne vijent klevet war chadenn all ebet evel Howlin' Wolf, Lightnin' Hopkins, Elmore James (sonerezh blues) hag ivez sonerezh folk : Bob Dylan, The Incredible String Band, Donovan. Skignañ a reas ivez kalz strolladoù psikeledelik gward a-raok evel Love, The Doors, The Mothers of Invention, Country Joe and the Fish, Jefferson Airplane, Pink Floyd, John Mayall and the Bluesbreakers, Cream, Marc Bolan, pe Captain Beefheart ... Etre ar c’hanaouennoù e komze, en un doare personel-tre, diwar-benn ar peoc’h hag ar garantez. Eskemm a rae ivez gant e selaouerien, hag ar re-se a gase dezhañ lizheroù, barzhonegoù, pladennoù. Mont a rae ar gaoz war a bep seurt traoù, ha pell diouzh ar pezh a vije klevet e-pad an deiz e oa. Pa paouezas Radio London e 1967 e kendalc’has The Perfumed Garden dindan stumm ur pennad er gazetenn undeground International Times betek kreiz ar bloavezh 1969. Tamm-ha-tamm e pellaas Peel diouzh ar gazetenn.
BBC Radio 1
kemmañPa baouezas Radio London, d’ar 14 a viz Eost 1967, e krogas John Peel gant skipailh Radio 1, (chadenn bop ar BBC), hag a oa sañset kregiñ da skignañ abadennoù er miz goude. Ouzhpenn skignañ pladennoù e ranke ar chadenn ober, ha diwar urzh sindikad ar sonerien e tlee skignañ ivez abadennoù enrollet “live” en he studioioù. Un digarez a-feson a oa evit John Peel evit ma c’hallfe degemer e strolladoù muiañ karet. Dont a reas a-benn ‘ne em zizober diouzh an Djed all hag en em gavas e-unan evit kinnig e abadenn, Top Gear hec’h anv. Padout a reas honnezh betek 1975, ha goude-se e teuas da vezañ anvet John Peel. Gant an abadenn-se e teuas a-benn Peel da ginnig ar sonerezh a blije dezhañ, memes ma ne blije ket da bennoù-bras ar chadenn, pe d’ar selaouerien zoken. A-drugarez dezhañ ez eus bet skignet reggae, sonerezh punk pe hip-hop. Ne zouje ket ivez ouzh reolennoù ar cahdennoù skingomz, hag e skignas Tubular Bells (Mike Oldfield) penn-da-benn, skoazellañ a reas kalz ivez strolladoù evel The Fall (hag a reas 24 Peel Session en holl). Skignañ a reas ivez tu klok ur bladenn savet gant Cocteau twins, hep tamm troc’h ebet.
E 1969 e krouas un abadenn noz nevez, The Night Ride hec’h anv. A-benn ar fin e kendalc’has gant ar pezh a oa kroget d’ober gant The Perfumed Garden. Skignañ a reas sonerezh rock, blues, folk ha klasel. Met ivez tonioù dic’ohrtoz kavet gantañ e dielloù BBC lennadennoù barzhonegoù beat, atersadennoù. Ma oa bet lakaet da bal an abadenn diskouez pegen pinvidik ha dieub e oa an arz underground, ne blijas ket d’an holl. E miz Gwengolo 1969, goude 18 miz, e c’houlennas pennoù-bras BBC ma chomfe an abadenn a-sav. Neuze e krogas Peel en-dro gant un doare klaseloc’h da ginnig an traoù : lakaat a rae pladennoù da dremem, pediñ a rae strolladoù da seniñ e “live”. Evel-se e labouro betek fin e vuhez. Er bloavezhioù 1970 e kendalc’has da zifroastañ tachennoù nevez : gantañ e voe skignet God Save the Queen (The Sex Pistols) evit ar wech kentañ, e miz Kerzu 1976. Reuz a zeuas da heul, dreist-holl peogwir e oa bet difennet gwerzhañ pladenn ar The Sex Pistols. Reuz a savas ivez pa zivizas skignañ diaotre ar bladenn Desire bet savet gant Bob Dylan, padal e oa sañset bezañ skignet gant Capital Radio nemetken. E 2003 e tirenkas ur wech ouzhpenn an tiez-embann pladennoù : skignañ a reas ar bladenn Elephant (The White Stripes) a-raok ma teufe er-maez ez-ofisiel. E-pad e abadennoù e kinnigas a bep seurt traoù d’e selaouerien : sonerezh rock, pop, punk, reggae, sonerezh klasel, hardcore, elektro pe c’hoazh death metal. N’eus nemet un nebeud tachennoù n’int bet difraostet gantañ, evel ar sonerezh indus pe ar sonerezh free jazz.
Niverus eo an niver ar strolladoù sonerezh a lavar hiziv an deiz int bet sikouret gant Peel. En o zouez : T-Rex, David Bowie, The Faces, Bolt Thrower, The Sex Pistols, The Slits, Siouxsie and the Banshees, Fairport Convention, Pink Floyd, The Clash, Napalm Death, Carcass, Extreme Noise Terror, The Undertones, Buzzcocks, Gary Numan, The Cure, Joy Division, The Wedding Present, Six By Seven, Def Leppard, Pulp, Ash, Orbital, The Smiths, FSK, Trumans Water ha The White Stripes. E-pad 37 vloaz e kinnigas Peel abadennoù war Radio 1. E-pad ar 37 vloaz-se ec’h enrollas war-dro 4000 session gant 2000 arzour disheñvel. Ar ganaouenn ziwezhañ a skignas a oa Time 4 Change, savet gant ar strollad Klute (pladenn : No One’s Listening Anymore).
Trumm e varvas d’ar 25 a viz Here 2004, d’an oad a 65 bloaz, abalamour d’un taol-kalon, e-pad e vakañsoù e Cuzco e Perou. War e vez a c’haller lenn ar frazenn nemeti a felle dezhañ gwelet skrivet ouzhpenn e anv : "Teenage dreams, so hard to beat", tennet eus e ganaouenn garetañ anvet Teenage Kicks, bet savet gant The Undertones.
John Peel Day
kemmañD’an 13 a viz Here 2005 e voe krouet an John Peel Day kentañ er Rouantelezh Unanet, Kanada ha Zeland Nevez. En holl, war-dro 500 strollad disheñvel, en o zouez New Order pe The Fall, a gemeras perzh en darvoud. Aozet e voe ivez d’an 12 a viz Here 2006, ha d’an 11 a viz Here 2007.