Pen Strwmbl
Pen Strwmbl (Strumble Head e saozneg) zo ur beg-douar e kumuniezh Pen-caer e hanternoz Sir Benfro, e Kembre. Emañ e Park Broadel Arvor Sir Benfro. Dirak ar beg-douar en em astenn Mor Iwerzhon hag en hanternoz e weler Ynys y Ddinas ha Bae Ceredigion. Un tour-tan zo war un enezennig anvet Ynys Meicl hag a zo stag ouzh an douar-bras war-bouez ur pont bihan.
Bez' eo Pen Strwmbl ul lec'h ma teu tud da arvestiñ ouzh evned-mor[1] hag ouzh morviled[2], dreist-holl morhoc'hed a dremen dirak an aod. Reuniged a c'haller gwelet ivez.
E-kichen Pen Strwmbl e oa bet kavet e 2003 peñse ur vag eus Bro-C'hall, a c'hallfe bezañ un aspadenn eus dilestradeg ar C'hallaoued e-kichen Abergwaun e miz C'hwevrer 1797[3].