Annie Oakley
Annie Oakley, hec'h anv gwir Phoebe Ann Mosey pe Moses[1][2], ganet d'an 13 a viz Eost 1860 e North Star (Ohio) ha marvet d'an 3 a viz Du 1926 e Greenville (Ohio), a oa un dennerez hag un aktourez stadunanat. Unan eus tudennoù brudetañ an arvestoù Buffalo Bill's Wild West e oa. Brudet-tre e oa e dibenn an XIXvet hag e deroù an XXvet kantved e Stadoù-Unanet Amerika.
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Annie Oakley |
Anv ganedigezh | Phoebe Ann Mosey |
Anv-bihan | Annie |
Anv-familh | Oakley |
Lesanv | Annie Oakley |
Deiziad ganedigezh | 13 Eos 1860 |
Lec'h ganedigezh | Ohio |
Deiziad ar marv | 3 Du 1926 |
Lec'h ar marv | Greenville |
Doare mervel | marv dre zegouezh |
Abeg ar marv | anemiezh Biermer |
Lec'h douaridigezh | Brock Cemetery |
Pried | Frank E. Butler |
Micher | circus performer, stunt performer |
Implijer | Buffalo Bill's Wild West Show |
Deroù ar prantad labour | 1875 |
Dibenn ar prantad labour | 1924 |
Sport | Sportoù tennañ |
Prizioù resevet | National Women's Hall of Fame, Ohio Women's Hall of Fame, New Jersey Hall of Fame |
Buhezskrid
kemmañYaouankiz
kemmañMerc'h da Jacob ha Susan Wise Moses e oa Phoebe Ann Moses, a voe ganet d'an 13 a viz Eost 1860 e kêriadenn vihan North Star, e kornôg stad Ohio, nepell diouzh an harz gant Indiana. Pa oa 6 vloaz e varvas he zad diwar un danijenn skevent.[3] Addimeziñ a reas he mamm met mervel a reas hec'h eil gwaz d'e dro e 1870. Rankout a reas Phoebe neuze sikour anezhi hag he ziegezh c'hwec'h breur ha c'hoar. Adalek an oad a 8 vloaz e chasee jiboes bihan gant lindagoù ha gant karabinenn he zad pa voe erruet koshoc'h.[2] Al loened paket a veze gwerzhet da bretioù ar vro. Dre ma ne zeue ket a-benn he mamm da vagañ he holl vugale e voe plaset Phoebe e daou diegezh all en he yaouankiz : gant ar familh Edington, ha gant ur familh all, a oa rust ha taer en he c'heñver, etre 1870 ha 1872. Lesanvet e voent ganti The Wolves (Ar bleizi). Tec'hel a reas kuit eus o zi ha distreiñ a reas da vevañ asambles gant he mamm betek he femzek vloaz.[3]
Deroù evel tennerez a-vicher
kemmañO chaseal en he yaouankiz he doa diskouezet Phoebe barregezhioù uhel evit an tennañ gant armoù-tan. Da bemzek vloaz e kemeras perzh en ur genstrivadeg tennañ a-enep da Franck E. Butler, ur tenner resisted a rede ar vro a foar da foar da c'hounit e vuhez. Souezhet e voe an holl pa gollas a-enep ar plac'h yaouank. Daremprediñ a rejont hag e miz Eost 1876 e timezjont. Heuliañ a reas Phoebe he gwaz evit bezañ e skoazellerez en e arvestoù tennañ. D'ar mare-se e krogas d'ober gant an anv Annie Oakley.[2]
Buffalo Bill's Wild West
kemmañE-pad nav bloaz e redas Annie hag he gwaz an hentoù evit gounit o buhez. E 1885 e voe kinniget dezhe kemer perzh en arvestoù Buffalo Bill's Wild West krouet gant Buffalo Bill daou vloaz a-raok. Dont a reas Annie Oakley da vezañ unan eus tudennoù meur an arvest. Ennañ e tenne prim e keuroù meur a gartenn-c'hoari bannet buan en aer an eil war-lerc'h eben gant he gwaz, a anzavas buan e oa-hi barrekoc'h evitañ hag a zeuas da vezañ e impresario. Ar c'hartoù toullet a veze roet d'an arvesterien. Annie Oakley a ziskoueze ivez e c'halle tizhout ur sibl o tennañ a-dreñv dezhi gant sikour ur melezour, pe diwar varc'h.[4] Gouest e oa da dennañ ludu ur sigaretenn gant ur boled. Heuliañ a reas strollad an arvest e Norzhamerika hag en Europa. Tennañ a reas dirak meur a arvester brudet evel ar rouanez Victoria pe ar c'h-Kaiser Wilhelm II.[2] Abalamour d'he ment (1m52) ha d'he barregezhioù e voe lesanvet Little Sure Shot (Tenn bihan asur) gant al lakota Sitting Bull.[3]
Dibenn he buhez
kemmañChom a reas a-sav gant ar Buffalo Bill's Wild West e 1901 pa voe gloazet en ur gwallzarvoud tren. Kenderc'hel a reas da dennañ memestra goude en ur gemer perzh e arvestoù a bep seurt. Mont a reas en he retred en ur mod ofisiel e 1913 ha bevañ a reas diwar ul leve mat e Maryland hag e North Carolina. E 1926 e tistroas ar c'houblad da Ohio da dostaat ouzh familh Annie. Eno e varvas e miz Du 1926, teir sizhun a-raok he gwaz Franck.[4]
Er sevenadur
kemmañSkeudenn
kemmañUnan eus aktourien vrudetañ ar Buffalo Bill's Wild West e oa Annie Oakley. E 1894 he doa kemeret perzh en unan eus ar filmoù kentañ bet savet e Stadoù-Unanet Amerika, e studioioù Thomas Edison, en New-Jersey. Deuet eo Annie Oakley da vezañ un ikonenn eus ar Far West daoust dezhi bezañ bet ur vuhez disheñvel diouzh reoù Buffalo Bill pe Calamity Jane da skouer. Poltredet eo bet e meur a film en XXvet kantved.
Plas ar merc'hed er gevredigezh
kemmañA-hed he buhez ec'h embannas Annie Oakley e oa gwell d'ar merc'hed deskiñ ober gant armoù-tan evit en em zifenn. 15.000 anezhe a gemeras perzh e kentelioù tennañ aozet ganti e-pad he buhez. E 1898 hag e 1917 e kinnigas da brezidant ar Stadoù-Unanet sevel unvezioù tennerezed-resisted en US Army pe stummañ soudarded war an tennañ evit ar Brezel-bed Kentañ, met ne voe ket kemeret he c'hinnig e kont.[2]
Armoù
kemmañE-touez aktourien ar Buffalo Bill's Wild West e oa Annie Oakley unan eus ar re nemete a oa aotreet da dennañ gant kartouchennoù gwir.[5] Ganti e veze implijet armoù-skoaz a bep seurt, hag un nebeud armoù-dorn :
- karabinenn Winchester Model 73 hag hec'h adstumm Model 92
- fuzuilh Lancaster
- fuzuilhoù Parker Bros.
- karabinenn Stevens Tip-Up
- fuzuilh Hambrusch
- revolver Colt Model 1909 Army
- karabinenn Remington Model 1912
Daveennoù
kemmañ- ↑ (en) Annie Oakley, American markswoman, britannica.com
- ↑ 2,0 2,1 2,2 2,3 ha2,4 (fr) MARTIN Emily, La véritable histoire d'Annie Oakley, légendaire tireuse d'élite e National Geographic, 02/06/2022 (lennet d'ar 15/05/2024)
- ↑ 3,0 3,1 ha3,2 (en) ANDERSON Ashlee, Annie Oakley, war lec'hienn National Women's History Museum, 2018 (lennet d'ar 15/05/2024)
- ↑ 4,0 ha4,1 (en) Biography: Annie Oakley war American Experience (lennet d'ar 15/05/2024)
- ↑ 5,0 ha5,1 (en) GROSS W. H., Throwback Thursday : Annie Oakley's Guns war al lec'hienn NRA Family, 25/05/2023 (lennet d'ar 15/05/2024)