Poelkapelle
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Poelkapelle en izelvroeg, Poekapelle e flandrezeg kornôgel, zo ur rann-gumun eus Langemark-Poelkapelle e Kornôg-Flandrez e Belgia .
Stad | Belgia |
---|---|
E tiriad | Langemark-Poelkapelle |
Daveennoù douaroniel | 50°55′6″N 2°57′27″E |
Kod-post | 8920 |
E 1977 e voe bodet e voe gant Langemark da sevel kumun nevez Langemark-Poelkapelle.
Monumantoù ha traoù heverk
kemmañ- An iliz katolik Onze-Lieve-Vrouwe
-
An iliz katolik Onze-Lieve-Vrouwe hag ar monumant da Georges Guynemer
- Bered ar C'hommonwealth (Poelcapelle British Cemetery)
Ur vered eus ar Brezel-bed kentañ eo. Krouet e voe goude arsav-brezel an 11 a viz Du 1918 evit bodañ bezioù deuet eus beredoù all : Houthulst Forest New Military Cemetery (Langemarck), Keerselaere French Cemetery (Langemarck), Pilckem Road German Cemetery (Langemarck), Poelcapelle Communal Cemetery, Poelcapelle German Cemetery No.2, St. Jean Churchyard, Staden French Military Cemetery ha Vijfwegen German Cemetery No.1.
Enni emañ bez ar Private John Condon, 2nd Battalion, Royal Irish Regiment, bet lazhet d'ar 24 a viz Mae 1915, p'edo just 14 vloaz. Hervez Commonwealth War Graves Commission ez eo ar soudard yaouankañ marvet en ur fed-brezel e-doug ar Brezel-bed kentañ[1].
|
|