Proteüs
Proteüs (henc'hresianeg : Πρωτεύς) zo un doue eus ar mor e gwengelouriezh Hellaz, unan e-touez meur a zoue a vez graet "den kozh ar mor" anezhañ gant Homeros[1]. Dont a ra diwezhatoc'h da vezañ mab Poseidon en deogoniezh olimpel (Odysseia IV. 432), pe hini Nereüs ha Doris, pe hini Okeanos hag un Naiadenn, ha mesaer tropelladoù reuniged Poseidon. Gouest eo da ziouganañ an amzer da zont met, hervez un istor a gaver e meur a sevenadurezh, e cheñch stumm da dec'hout diouzh ar re er goulenn digantañ ha ne respont ken d'an hini zo gouest da dapout anezhañ a-raok.
Proteüs hervez Homeros
kemmañHervez Homeros (Odysseia IV;412) edo o chom en enezenn draezhek Faros a-vaez da c'henoù an Nil, diouganer ar mor e oa ha mesaer al loened-mor. En Odysseia, Menelaos a zanevell da Delemac'hos e oa bet enket en Egipt gant an avelioù pa oa war e hent d'ar gêr, goude Brezel Troia. Deskiñ a reas digant merc'h Proteüs, Eidotea, e c'hallfe rediañ Proteüs, gant ma vefe barrek da dapout anezhañ, da ziskuliañ pere eus an doueed en doa anoazet ha penaos e c'hallfe ober da c'hounit o fardon ha da zistreiñ d'ar gêr. Ur wezh aet Proteüs er-maez eus ar mor da gousket e-kreiz e vagad reuniged, e temas Menelaos a-benn da dapout anezhañ, daoust da Broteüs kemer stumm ul leon, un naer, ul loupard, ur pemoc'h, ha treiñ zoken e dour hag e gwezenn. Proteüs a respontas neuze gant gwirionez, hag e roas da c'hoût da Venelaos e oa bet muntret e vreur Agamemnon goude ma oa distroet er gêr, en doa graet Aias peñse hag e oa marvet, hag e oa prizoniet Odysseüs en enezenn Kalypso.
Proteüs hervez Virgilius
kemmañHervez Virgilius, er pevare Georgica, e oa marvet gwenan Aristaios, mab Apollon, diwar ur c'hleñved. Aristaios a yeas da gavout e vamm Kyrene da c'houlenn sikour. Lavaret a reas dezhañ e c'hallfe displegañ Proteüs penaos miret ouzh un hevelep gwallreuz da c'hoarvezout adarre, met ne rafe nemet pa vefe rediet. Aristaios a zlefe serriñ Proteüs ha derc'hel anezhañ, forzh petore stumm e kemerfe. A-benn ar fin e lavaras Proteüs dezhañ aberzhiñ 12 loen d'an doueed, lezel ar c'horfoù el lec'h ma vefent marvet, ha distreiñ tri devezh goude. Pa zistroas Aristaios war lec'h an aberzh tri devezh goude e kavas un hed gwenan e kelan unan eus al loened hag e tigasas anezhañ d'e liorzh-gwenan. Ne voe ket klañv e wenan morse da c'houde.
E-touez bugale Proteüs emañ, ouzhpenn Eidothea, Polygonos ha Telegonos, a zifias o-daou Herakles hag a voe lazhet gantañ.
Proteüs Egipt
kemmañEn Odysseia (IV 430) en em gav Menelaos gant "Proteüs Egipt, den kozh divarvel ar mor na lâr morse gaou, a sont strad ar mor betek e zeun, mevel Poseidon". Proteüs Egipt zo meneget en ur stumm disheñvel diouzh istor Elena Troia en drajedienn Elena gant Euripides (412 kent J.-K.). Er pezh-se eo Proteüs ur roue eus Egipt zo bet euredet d'an Nereidenn Psamathe. Roue ar pezh-c'hoari (ne weler ket anezhañ) zo liammet gant "Den kozh ar mor"[2] hag arabat eo meskañ anezhañ gant doue ar mor, Proteüs.
Levrlennadur
kemmañ- Karl Kerenyi, The Gods of the Greeks
- Robert Graves, The Greek Myths
- E. Prioux, «Géographie symbolique des errances de Protée : un mythe et sa relecture politique à l’époque impériale», in A. Rolet (dir.), Protée en trompe-l'œil. Genèse et survivances d'un mythe, d'Homère à Bouchardon (Paris, P.U.R., 2009), p. 139-164 (Interférences).