Pseudozonaria nigropunctata
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Hoc'hig mor poentoù du
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Pseudozonaria | ||
Anv skiantel | |||
Pseudozonaria nigropunctata (J. E. Gray, 1828) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Pseudozonaria nigropunctata a zo unan eus ar pevar spesad a vez renket er genad Pseudozonaria e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin ral a-walc'h a vev e meurvor Habask ar reter etre an aod ha nebeut metroù donder etre Inizi Galápagos hag Ecuador.
Taksonomiezh
kemmañDiskrivet eo bet ar spesad gant Gray e 1828 dindan an anv genad Cypraea [2].
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Pseudozonaria nigropunctata o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
- Cypraea nigropunctata (Gray, 1828 ) hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea hag anv an diskrivadenn.
- Zonaria nigropunctata (Gray, 1828 ) anv aet da get.
Bevoniezh
kemmañKregin brav ha ral a-walc'h eo an Pseudozonaria nigropunctata. Kavet e vezont etre an aod ha nebeut metroù donder dindan reier e-touesk bezhin en dour fankek.
Ment
kemmañMentoù boutin ar c'hregin bihan-se a zo etre 22 mm ha 32 mm hirder, met gallout a reer kavout hiniennoù korrik betek 17 mm gour pe ramz, betek 42 mm.
Gwelout ivez
kemmañPseudozonaria robertsi, Pseudozonaria arabicula, Pseudozonaria annettae spesadoù all ar genad, Neobernaya spadicea spesad tost e lec'h bevañ ha damhenvel e stumme hag e vegoù.
Kartenn al lec'hioù bevañ
kemmañLec'h bevañ ar spesad a zo e Meurvor Habask ar reter war aodoù Su-Amerika etre Ecuador hag Inizi Galápagos.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 18 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=580703(en)
- ↑ Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)