Pseudozonaria arabicula

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Pseudozonaria arabicula

Hoc'hig mor bihan Arabia
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Cypraeidae
Genad : Pseudozonaria
Anv skiantel
Pseudozonaria arabicula
(Lamarck, 1810)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Pseudozonaria arabicula a zo unan eus ar pevar spesad a vez renket er genad Pseudozonaria e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin boutin a vev e meurvor Habask ar reter etre an aod ha nebeut metroù donder etre Mec'hiko hag Ecuador.

Taksonomiezh

kemmañ

Diskrivet eo bet ar spesad gant Lamarck e 1810 dindan an anv genad Cypraea[2].

Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Pseudozonaria arabicula o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:

  • Cypraea arabicula (Lamarck, 1810) hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea, hag anv an diskrivaden
  • Zonaria arabicula (Lamarck, 1810) anv aet da get.

Bevoniezh

kemmañ

Kregin brav ha boutin eo an Pseudozonaria arabicula. Kavet e vezont etre an aod ha nebeut metroù donder dindan reier.

Mentoù boutin ar c'hregin bihan-se a zo etre 22 mm ha 30 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 16 mm gour pe ramz, betek 37 mm.

Gwelout ivez

kemmañ

Pseudozonaria nigropunctata, Pseudozonaria annettae, Pseudozonaria robertsi spesadoù all ar genad, Trona stercoraria, Mauritia arabica spesadoù tost o livioù.

Kartenn al lec'hioù bevañ

kemmañ

Lec'h bevañ ar spesad a zo e Meurvor Habask ar reter war aodoù Norzh-Amerika etre Mec'hiko hag Ecuador.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 18 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=527792(en)
  2. Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)