Pseudozonaria robertsi

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Pseudozonaria robertsi

Hoc'hig mor Roberts
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Cypraeidae
Genad : Pseudozonaria
Anv skiantel
Pseudozonaria robertsi
(Hidalgo, 1906)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Pseudozonaria robertsi a zo unan eus ar pevar spesad a vez renket er genad Pseudozonaria e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin boutin a vev e meurvor Habask ar reter etre an aod ha nebeut metroù donder etre Mec'hiko hag Ecuador.

Taksonomiezh

kemmañ

Diskrivet eo bet ar spesad gant Hidalgo e 1906 dindan an anv genad Cypraea [2].

Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Pseudozonaria robertsi o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:

  • Cypraea robertsi (Hidalgo, 1906) hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea hag anv an diskrivadenn.
  • Zonaria robertsi (Hidalgo, 1906) anv aet da get.

Bevoniezh

kemmañ

Kregin brav ha boutin eo an Pseudozonaria robertsi. Kavet e vezont etre an aod ha nebeut metroù donder dindan reier.

Mentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo etre 21 mm ha 27 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 13 mm gour pe ramz, betek 33 mm.

Gwelout ivez

kemmañ

Pseudozonaria nigropunctata, Pseudozonaria arabicula, Pseudozonaria annettae spesadoù all ar genad, Zonaria zonaria spesad eus Afrika tost e livioù.

Kartenn al lec'hioù bevañ

kemmañ

Lec'h bevañ ar spesad a zo e Meurvor Habask ar reter war aodoù Norzh-Amerika etre Mec'hiko hag Ecuador evel Pseudozonaria arabicula.

Ar spesad-mañ a zo ul liamm etre spesadoù meurvor Atlantel Zonaria (genad) e-keñver stumm an dent hag ar stumm ha gant spesadoù ar Meurvor Indez Erronea vredenburgi hag Erronea pallida e-keñver an dresadenn hag al livioù.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 18 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=580706(en)
  2. Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)