Pyramos ha Thisbe (henc'hresianeg : Πύραμος καὶ Θίσϐη Púramos kaì Thísbê) zo daou amourouz e mojennoù Hellaz ha Roma gozh. Hogen eus Asiria e vije danvez ar vojenn.

Pyramos ha Thisbe en ur marelladur roman e kêr Pafos, e Kiprenez.
Pyramos ha Thisbe en ur marelladur roman eus ti Octavius Cuartión (Pompeii).
Niklaus Manuel (1484-1530): Pyramus und Thisbe (1520)
Hans Baldung: Piramus in Tisba
Jasper van der Laanen (war-dro 1592-1626): Piramus in Tisba
Piramo e Tisbe, gant Gregorio Pagani. Uffizi.

Kentañ meneg eus Pyramos ha Thisbe a oa gant Caius Julius Hyginus, met ne ra anv nemet eus o emlazh.
Ovidius avat eo an hini kentañ a gont ar vojenn er Metamorfozoù: Pyramos ha Thisbe zo daou zen yaouank eus Babilon hag a zo o chom e daou di stok-ha-stok, hag en em garout a reont en desped d'an enebiezh ruz zo o ren etre o zud a nac'h reiñ aotre dezho da zimeziñ.
Un noz e fell dezho en em gavout e-maez kêr, dindan ur bod-mouar gwenn. Thisbe an hini a erru da gentañ, met pa wel ul leonez o tostaat, ha gwad ouzh he geol, e red kuit. Koll a ra he gouel, a zo drailhet gant al leonez, ha labezet a wad. Pa zeu Pyramos e wel ar ouel ha roudoù al loen ferv. Krediñ a ra dezhañ eo bet lazhet Thisbe, m'en em lazh gant ar glac'har o'n em deurel war e gleze. Ha Thisbe pa zistro a wel korf marv he c'harantez, hag en em lazh ivez gant kleze he muiañ-karet.

A c'hwi, ma zud re reuzeudik ! C'hwi, ma zad ha c'hwi, a voe tad dezhañ, selaouit ma fedenn diwezhañ! Na nac'hit ket ouzhimp an hevelep bez pa'z eo an hevelep karantez, an hevelep marv a venne hon unaniñ! Ha te, gwezenn ar c'hañvoù, a c'holo korf Pyramos gant da skeud, hag a zo o vont da c'holeiñ ma hini emberr, mir roud hon gwad! doug bremañ frouezh hag a vo arouez ar boan hag an daeroù, testeni gwadek eus daou aberzh daou garedig! (Troet diwar Ovidius).

Diwar an deiz-se, hervez Ovidius, eo ruz ar mouar. Ha boas e oa ar Romaned da ober Pyramea arbor (« gwezenn Pyramos ») eus ar gwez-mouar.

E meur a skrid all eus an Henamzer diwezhañ (re Nonnos Panopolis pe romant kristen ar Recognitiones) e kaver doareoù all disheñvel diouzh hini Ovidius. Enne e c'hoarvez an istor en Kilikia, e tiskouezer Thisbe o'n em lazhañ da gentañ pa wel eo dougerez, dre aon rak he zud, ha Pyramos d'ober kemend-all war he lerc'h. Neuze eo metamorfozet an daou zen yaouank, troet Pyramos e stêr ha Thisbe e mammenn. Ur stêr Pyramos a red en Kilikia, ha kement-se a c'hallfe diskouez eo gwall gozh an doare-se eus ar vojenn, ha marteze koshoc'h eget hini Ovidius en-eeun.

[Krennamzer]]

kemmañ

Er [[bloavezhioù 1300}} e voe adkontet istor Pyramos ha Thisbe gant Giovanni Boccaccio ha Geoffrey Chaucer.

{XVIvet kantved}}

kemmañ

William Shakespeare ivez zo bet awenet gant ar vojenn:

Enfin parodiant Pyrame en un sanglot :
« Le voilà donc ce nez qui des traits de son maître
A détruit l'harmonie ! Il en rougit, le traître ! »

Kement-se n'eo ken nemet un dave da bennad prezeg Thisbe e pezh Théophile de Viau pa varv he c'harantez: « Ah voici le poignard qui du sang de son maître / S'est souillé lâchement. Il en rougit, le traître ! »

  • E Les Romanesques ec'h implijas Edmond Rostand danvez Romeo and Juliet nemet lakaat a reas tadoù an daou yaouank da iriennañ evit lakaat o bugale d'en em zaremprediñ oc'h ober van da zifenn outo en em welout;
    • Diwar Les Romanesques eo bet savet ar gomedienn war gan Fantasticks, a vefe an hini hirañ er bed.
 
Lawrence Alma Tadema: Ask Me No More (Piram in Tizba), e 1906.
 
John William Waterhouse, Thisbe, 1909, dastumad prevez. Thisbe o selaou Pyramos dre ur frailh er voger.
  • E 1726 e voe c'hoariet Pirame et Thisbée, trajedienn war gan gant François Francœur ha François Rebel, libretto gant Jean-Louis-Ignace de la Serre (1662-1756), e Pariz. Adkemeret ha daskemmet e voe en 1740, 1759 ha 1771. C'hoariet e voe en 2007 en Opéra d'Angers-Nantes, renet gant Daniel Cuiller. Ur bladenn a voe embannet gant an embanner Mirare en 2008.
    • Embannet eo bet libretto 1726, gant an holl zoareoù ha kemmoù, e-barzh Pyrame et Thisbé, un opéra au miroir de ses parodies (1726-1770), Montpellier, Éditions Espaces 34, 2007;
  • E 1745 e voe troet en ur fentc'hoarigan gant John Frederick Lampe.
  • E 1768 e voe c'hoariet Piramo e Tisbe, c'hoarigan gant Johann Adolph Hasse, e Vienna.
  • En XXvet kantved e voe sonet Pyramus and Thisbe gant The Beatles[2]

Mammennoù

kemmañ
  • HygFab (CCXLII ; CCXLIII).
  • NonDio (VI, 347).

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

kemmañ
  1. Virginia Brown's translation of Giovanni Boccaccio’s Famous Women, pp. 27-30; Harvard University Press 2001; ISBN 0-674-01130-9
  2. Pyramus and Thisbe performed by The Beatles