Rann-arme Karl-Veur
Ar Rann-arme Karl-Veur (33vet Waffen-Grenadier-Division der SS "Charlemagne" (französische Nr. 1) en alamaneg) zo anvioù implijet evit strolladoù emouestlidi gall er Wehrmacht ha diwezhatoc'h er Waffen-SS e-doug an Eil Brezel Bed.
Rann eus | WWII Axis collaboration in France |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1944 |
Brezel | emgann Berlin, Eil Brezel-bed |
Skour lu | Waffen-SS |
Anvet diwar | Karl Veur |
Stad | Trede Reich |
Heuliet gant | Legion of French Volunteers Against Bolshevism |
Deiziad divodañ | 1945 |
Istor
kemmañSavet e oa ar Rann-arme Karl-Veur e 1944 diwar strolladoù soudarded a bep seurt a oa o servijout e strolladoù soudarded gall eus an arme alaman, hag ivez diwar emouestlidi eus ar "Franc-Garde" eus ar Milis. Kemer a reas lec'h ar strollad soudarded gall a oa en arme alaman en deroù hag a oa lejion an emouestlidi gall e anv (Légion des Volontaires Français pe LVF).
Kavout a raed enni :
- 1200 soudard eus al LVF zo chomet bev,
- Ur mill den bennak eus ar Sturmbrigade SS Frankreich (ar Waffen SS gall)
- 2500 "franc-garde" eus ar Milis,
- 1500 emouestlad gall eus ar C'hriegsmarine,
- Un nebeud kantadoù emouestlidi eus ar Schultzkommandoioù (SK) eus an Aozadur Todt
- Un nebeud soudarded kozh eus ar National-sozialistische-Kraftfahrkorps (NSKK).
Da lâret eo eus 7000 da 8000 soudard, met an div drederenn ne oant ket evit en em gannañ.
Ent ofisiel e oa ar c'horonal Edgar Puaud en he fenn met renet e oa e gwirionez gant ar Brigadeführer Krukenberg.
Hogos kaset da netra e voe ar rann-arme-se e diwezh miz C'hwevrer 1945 etre Stettin ha Dantzig e Pomerania gant an arme sovietek (3000 eus ar 7000 soudard a chome zo lazhet) ha goude se e Körlin d'ar 5 a viz Meurzh 1945.
Emgann Berlin
kemmañUl lod soudarded eus ar rann-arme Karl-Veur en doa bet kemeret perzh e Emgann Berlin. Ar Batailhon Karl-Veur a oa graet eus ar strollad-se dindan urzhioù an SS-Hauptsturmführer Henri Fenet.
Izili brudet
kemmañ- Edgar Puaud, Oberführer
- Eugène Jean Bridoux, Sturmbannführer
- Jean Mayol de Lupé Sturmbannführer
- Jean de Vaugelas, Sturmbannführer
- Henri Fenet, Hauptsturmführer
- Jean Bassompierre, Hauptsturmführer
- Victor de Bourmont, Hauptsturmführer
- Leon Drivière, Unterscharführer
- Christian de La Mazière, Rottenführer
- Pierre Bousquet, Oberscharführer
- François Barazer de Lannurien, Unterscharführer
- Robert Dun, Rottenführer
- Jean-Marie Balestre, Schütze
- Léon Gaultier, Untersturmführer