Rannyezhouriezh ar brezhoneg
Evel hogozik holl yezhoù ar bed e cheñch ar brezhoneg a lec'h da lec'h. Boas e vezer da rannañ ar brezhoneg e peder pe bemp rannyezh, met un doare istorel eo (diazezet war an eskoptioù kozh) kentoc'h eget un doare yezhoniel :
- leoneg, a vez komzet e trederenn gwalarn departamant Penn-ar-Bed
- tregerieg, hag a vez komzet etre Montroulez ha Gwengamp
- brezhoneg Goueloù, hag a vez komzet e kornad Pempoull (evit yezhoniourien 'zo ez eo un darn eus brezhoneg ar reter evel gwenedeg)
- gwenedeg hag a vez komzet, dre vras, er Mor-Bihan;
- kerneveg hag a vez komzet en div drederenn eus kreisteiz Penn ar Bed, hag e mervent Aodoù en Arvor.
- gwenranneg, a veze komzet e gourenez Gwenrann el Liger-Atlantel. Ar vaouez diwezhañ a gomze brezhoneg Gwenrann a zo marvet e 1988.
Gwelout : fr:Breton de Batz-sur-Mer