RSS Moldavia
| |||||||
Kan broadel | |||||||
Ger-stur | Пролетарь дин тоате цэриле, униць-вэ! "Proleterion ar bed, em unanit!") | ||||||
Yezh ofisiel | Hini ebet. Implijet e veze turkmeneg ha ruseg | ||||||
Kêr-benn | Chişinău (Kichinev) | ||||||
Gorread -En holl -% dour |
33.843 km² Disterik | ||||||
Poblañs -Hollad -Stankter ar boblañs |
4.337.600 (1989) 128,2/km² | ||||||
Prezidant | (diwezhañ) - | ||||||
Gouel broadel | 25 a viz Meurzh | ||||||
Moneiz | Roubl (рублэ) | ||||||
Kod pellgomz | - | ||||||
Kod war ar Genrouedad | - |
Unan eus republikoù diazez an Unaniezh Soviedel oa Republik Sokialour Soviedel Moldavia (Moldoveg (roumaneg, lizherennoù kirillek: Република Советикэ Сочиалистэ Молдовеняскэ; lizherennoù latin a-vremañ: Republica Sovietică Socialistă Moldovenească).
Chişinău e oa kêr-benn ar Republik soviedel-mañ, anavezet ivez gwechall dindan an anv Kichinev.
Unan eus Republikoù diazez an Unaniezh Soviedel e oa bet etre 1940-1941 ha 1945-1990.
D'an 12 a viz Here 1924 e oa bet krouet gant an Unaniezh Soviedel Republik Soviedel Sokialour Emren (RSSE) Moldavia evel ur rann eu RSS Ukraina etre ar stêrioù Dniester ha Buog.
Abalamour d'ar Feuremglev Molotov-Ribbentrop sinet etre an Unaniezh Soviedel hag Alamagn e teuas da vezañ takadoù Roumania er reter d'ar stêr Prout dindan kontroll URSS, ha neuze en hañv 1940 e oa bet krouet a-nevez RSS Moldavia d'an 2 a viz Eost 1940.
En hañv 1941 en em stagas Roumania ouzh an Trede Reich ha stourm a reas keñver-ouzh-keñver gant an Nazied evit aloubiñ an Unaniezh Soviedel. Da ziwezh an Eil Brezel Bed e teuas Reter Moldavia dindan beli URSS adarre hag adsavet e oa bet RSS Moldavia en-dro.
Dindan beli an Unaniezh Soviedel e veze klasket lakaat ar moldaveg da vezañ disheñvel diouzh ar roumaneg ha skrivet e veze gant lizherenneoù kirillek.
D'an 23 a viz Mae 1991 e kemmas anv ar vro da zont da vezañ Republik Moldova ha disklêriañ a reas he dishualded diouzh an Unaniezh Soviedel d'ar 27 a viz Eost 1991.
Er penn-kentañ e oa bet klasket en em unvaniñ ouzh Roumania bet bec'h a zo abalamour da Dreuznistria abaoe 1992.
Gwelet ivez
kemmañRepublikoù an Unaniezh Soviedel | |
RSS Armenia • RSS Azerbaidjan • RSS Bielorusia • RSS Estonia • RSS Jorjia • RSS Kazac'hia • RSS Kirgizia • RSS Latvia • RSS Lituania • RSS Moldavia • RSS Ouzbekistan • RSKS Rusia • RSS Tadjikistan • RSS Turkmenistan • RSS Ukraina
Republikoù berrbad : RSS Finnek-Kareliek (1940-1956) | RSKS Treuzkaokazek (1922-1936) |