Revolver d'ordonnance modèle 1873

Ar revolver d'ordonnance modèle 1873, anvet ivez Chalmot-Delvigne diwar anvioù e ijinourien, a voe revolver standart an arme c'hall eus 1873 betek ar bloavezhioù 1890, pa voe kemeret e blas gant ar revolver Modèle 1892. Servijout a reas e gwirionez betek an Eil Brezel-bed e strolladoù 'zo eus an arme. Produet e veze gant ar Manufacture d'Armes de Saint-Étienne.

Revolver d'ordonnance modèle 1873
Skeudenn ar pennad Revolver d'ordonnance modèle 1873

Ur Revolver d'ordonnance modèle 1873
Kinnig
Bro orin Frañs Frañs
Doare Revolver
Mont en-dro Platinenn un-ober / daou-ober
Munision 11 mm modèle 1873
Produer Manufacture d'Armes de Saint-Étienne
Mare produiñ 1873-1886
Niver produet 388.105
Mare servij 1873 - bloavezhioù 1940 (Bro-C'hall)
Pouez ha muzulioù
Pouez (hep kartouchenn) 1,22 kg
Hirder 242 mm
Hirder ar c'hanol 115 mm
Perzhioù teknikel
Endalc'h Taboulin 6 tenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Istor ha teknik

kemmañ

Goude ar brezel kollet a-enep Prusia (1870-1871) e tivizas Frañs reneveziñ hec'h armoù standart. Goude amprouennoù e 1871-1872 e voe choazet e miz C'hwevrer 1873 ur revolver savet e Belgia gant an embregerezh Pirlot Frères hag ijinet gant Jean Chamelot hag Henri-Gustave Delvigne. Ur blatinenn un-ober ha daou-ober en doa, hag un daboulin ennañ kambroù evit 6 kartouchenn poultr du er c'halibr 11 mm.

 
Ur soudard gall pourvezet evit "naetaat" trañcheennoù e 1915 pe 1916. Ouzhpenn ar revolver Chamelot-Delvigne ez eus gantañ ur vadalenn hag ur maskl enep gazoù kentidik, da lavaret eo tammoù lien soubet e produioù kimiek ha lunedoù.

Ouzhpenn 388.000 skouerenn eus an arm a voe produet etre 1873 ha 1886 gant ar MAS e Saint-Étienne[1]. Daou adstumm nes a gaver :

  • ar 1873 M, urzhiet da 13.188 skouerenn gant ar Morlu e 1877, kambret evit ar munision 12 mm implijet gantañ[2].
  • ar 1874, ur stumm skañvaet ha berroc'h evit an ofiserien[3].

Implij

kemmañ

Brudet e oa an arm evit bezañ fiziapl ha savet mat, met mankout a rae galloud d'e vunision 11 mm. Ur mouchouer kelenn (niverenn 1bis) a voe savet evit deskiñ ar soudarded war e zornata hag e gempenn, Daoust dezhañ bezañ kemeret e blas en arme c'hall adalek 1892 gant ur revolver all, ar Modèle 1873 a chomas implijet e-pad ar Brezel-bed Kentañ. Daoust d'e gartouchenn giz-kozh hag abalamour d'ar vank a armoù e voe roet da soudarded 'zo er c'hanolierezh hag er pourveziñ e 1940 c'hoazh. Goude an Eil Brezel-bed e servijas c'hoazh e trevadennoù Frañs 'zo[4] hag e servijoù gall evel an Eaux et Forêts er bloavezhioù 1950[1].

Levrlennadur

kemmañ
  • (fr) BASTIÉ Jean-Pierre, Le revolver Chamelot-Delvigne, Crépin-Leblond, 2018, 268 p., ISBN 9782703004424

Liammoù diavaez

kemmañ

Daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 (fr) JAUBERT Quentin, Le Revolver d'ordonnance Français modèle 1873 (lennet d'ar 27/12/2024)
  2. (fr) Revolver Mle 1873 M, Arme et passion (lennet d'ar 27/12/2024)
  3. (fr) Revolver Mle 1874, Arme et passion (lennet d'ar 27/12/2024)
  4. (fr) Le revolver de 11 mm modèle 1873, Armement réglementaire français (lennet d'ar 27/12/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan