Mouchouer kelenn evit ar soudarded

Ar mouchoueroù kelenn evit ar soudarded a oa pezhioù lien savet e kalz broioù european etre fin an XIXvet kantved ha deroù an XXvet, warne tresadennoù moullet evit deskiñ d'ar soudarded penaos ober war-dro o dafar.

Ur mouchouer kelenn saoz.

Talvoudus e oant d'ar soudarded evit derc'hel soñj eus traoù a rankent deskiñ, ha soñjet e voent ivez evit ar soudarded dic'houest da lenn. Implijoù all a c'hallas bezañ graet anezhe, evel dougen dafar pe bandenniñ gloazadennoù da skouer. Ostilhoù propaganda evit ar Republik e voent ivez e Frañs[1].

Mouchouroù hervez ar broioù

kemmañ

Alamagn

kemmañ

En Impalaeriezh Alaman e voe embannet ur rummad 17 mouchouer disheñvel gant an ofisour prusian Heinrich Joseph Schnikmann etre 1881 ha 1896. Produet e vezent gant an embregerezh Rollfs diazezet e Köln. Distrujet e voe ar braz anezhe e dibenn ar bloavezhioù 1890 peogwir e oant re resis hag e veze diskuilhet warne sekredoù war sevel an armoù[1]. Nebeut-tre a destennoù a oa warne e-keñver ar re produet e Bro-C'hall.

Bro-C'hall

kemmañ
 
Ar mouchoir kelenn gall niverenn 9 war mont en-dro hag implij ar fuzuilh Lebel.

E 1872 e voe lakaet ar c'hoñje da redi evit an holl baotred er vro. Ur bempvedenn anezhe ne oa ket gouest da lenn[2], ha lod anezhe ne oarent ket galleg. Evit aesaat o deskamant e voe ijinet ar mouchoueroù kelenn kentañ gant ar c'homandant Pierre Perrinon e 1874. Kalz testennoù a gaved warne ouzhpenn d'an tresadennoù memestra. Ofisializaet e voe o implij gant Ministrerezh ar Brezel e 1880. Ar mouchoueroù kelenn gall a veze produet gant an embregerezh Renault eus Darnétal, e-kichen Rouan. Pezhioù kotoñs karrezek e oant, war-dro 70 cm o c'hostez. 10 mouchouer hag adstummoù anezhe a voe moullet etre 1873 ha 1893[3] :

  • N.1 : montañ ha divontañ ar fuzuilh 1866 Chassepot ;
  • N.1 bis : montañ ha divontañ ar revolver stumm 1873 ;
  • N.2 : montañ ha divontañ ar fuzuilh 1874 Gras ;
  • N.3 : marc'hegerezh, kelenn war ar c'hezeg;
  • N.4 : montañ ha divontañ ar garabinenn varc'hegerezh (1890) ;
  • N.4 bis : kelenn war ar pakadennoù ;
  • N.5 : kanolierezh ;
  • N.6 : evit soudarded an adarme ;
  • N.7 : sikour ar re c'hloazet, yec'hedoniezh ;
  • N.8 : renkañ an dafar ;
  • N.9 : fuzuilh Lebel 1886 ;
  • N.9 bis : fuzuilh Lebel kemmet 1893 ;
  • N.10 : sevel pontoù ha tremen dreist ar stêrioù.

Roet e veze mouchouerioù d'ar goñskried betek 1905[1].

Stadoù-Unanet Amerika

kemmañ

Mouchoueroù kelenn war ar sikour d'ar re c'hloazet a voe roet d'ar soudarded da vare brezel ar Pleg-mor (1990-1991)[4].

Daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 1,1 ha1,2 (fr) SOUSTRE DE CONDAT Bérangère, L'instruction aux armes au travers des mouchoirs d'instruction : France-Allemagne (1876-1893) e Les Français et les armes à feu de 1789 à nos jours, Maisonneuve & Larose / Hémisphères, 2018, p. 135-147
  2. (fr) La France des années 1870 war Correspondance d'Henri Poincaré, lennet d'ar 24/02/2024
  3. (fr) Le mouchoir accessoire militaire war Noisy Le Sec Histoire{s}, 23/03/2014 (lennet d'ar 24/02/2024)
  4. (fr) GUISNEL Jean, L'armée sort ses mouchoirs, Le Point, 13/11/2012 (lennet d'an 23/02/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan