Ur rouantelezh vrezhon e kreisteiz Preden e oa Rhegin. En em astenn a rae war vord Mor Breizh e reter Enez Wight, e tachennad poblad kozh ar Regini

Hogozik netra a anavezer diwar-benn ar rouantelezh-se. Abred ez eo aet da get, moarvat. Hervez ar c'hronik angl-ha-saoz eo enni e tilestras ar pennvrezelour sakson Ælle e 477, en ul lec'h anvet Cymenes ora. Stourm a reas ouzh ar Vrezhoned en Emgann Mearcredes burne e 485, hag e 491 e kemeras Anderida (Pevensey hiziv). War he zro e savas-eñ ar rouantelezh Sussex.