Rouaned ha konted Kerne
Amañ e kaver anvioù rouaned Kerne hag ar gonted war o lerc'h, goude echu gant ar rouantelezh.
Anavezet int dre kartular abati Landevenneg adskrivet en XIIvet kantved. Disheñvel un tamm eo diouzh re abati Kemperle (fin an XIIvet kantved) ha Kemper (dibenn ar XIVvet kantved).
Ar roll
kemmañDihell: kartularioù
kemmañ- Rivelen Mor Marthou / Riwallon Meurmarzhioù ( pemarzhioù pe marc'hoù, diaesoc'h da grediñ rak gortoz a rafed meirch kentoc'h) lakaet gant lod da vout kentañ roue brezhon Arvorig;
- Rivelen Marthou, moarvat ar memes den
- Concar pe Cungar (Kongar er yezh a vremañ)
- Gradlon Meur, a veve war-dro ar bloavezh 500. Hennezh marteze an hini a gaver e mojenn Kêr-Is;
- Daniel Drem Rud ( ruz e zremm), a vije bet roue war an "Allamanni", a vije "Albani" (hervez Léon Fleuriot en Origines, 1980), un anv roet da Vrezhoned Enez Alba, Enez Vreizh, da neuze e oa roue en daou du da Mor Breizh,
- Budic & Maxenri, pe Maxenti (daou vreur )
- Iahan Reith
- Daniel Unua
- Gradlon Flam
- De Gerus
- Concar Cheroenoc
- Budic Mur
- Fragual Fradleoc
- Gradlon Plueneor, marteze an hini a roas aotre da sevel abati Landevenneg,
- Aulfret Alesrudon; Aulfret eo anv testeniekaet tad ar beskont Diles,
- Diles Heirguor Chebre; Diles zo un anv a oa d'ur beskont entre 946 ha 952
- Budic Bud Berhuc, den anavezet en dihelloù, entre 1008 ha 1031, tad hemañ:
- Binidic (Benniget) , anavezet en dihelloù evel kont hag eskob Kerne, tad hemañ:
- Alan Canhiart, kont Kerne, tad hemañ:
- Houel Huuel; anavezet evel Hoel Kerne, pe Hoel II), kont Naoned, kont Kerne, ha goude-se dug Breizh adalek 1066