Abati Sant-Gwenole Landevenneg
Diazezet eo bet abati Landevenneg er VIvet kantved gant sant Gwenole e Breizh, war lez aber ar stêr Aon (Bro-Gerne - Penn-ar-Bed).
A-raok 818 e heulie menec'h an abati reolenn sant Koulm, a oa reolennoù ar gristeniezh keltiek, hervez un eskob iwerzhonat. Er bloavezh-se e c'houlennas impalaer ar c'hornôg, Loeiz an Deol, ma vije degemeret reolenn sant Benead. Orin anv an abati, Lantowinnoc en henvrezhoneg, a dlefe bezañ deuet eus an henvrezhoneg lann "lec'h nevet" hag eus an anv-den "Win-Walloe"[1].
Gant Sant Gwenael e voe renet an abati war-lerc'h Sant Gwenole.
Lavaret e vez emañ bez ar roue Gradlon en abati kozh, met ur vojenn eo hep mar ; e gwirionez e tle bezañ krentoc'h bez un abad Gradlon bennak en dije bevet eno en Xvet kantved.
Brudet e oa bet an abati evit heberzhded e scriptorium ma veze adskrivet dornskridoù relijiel.
Freuzet hag entanet e voe an abati evit ar wech kentañ e 913 gant un strollad Vikinged, ha ret e voe d'ar venec'h tec'hel kuit gant ar relegoù da abati Montreuil-sur-Mer e norzh Bro C'hall.
Dilezet eo bet an abati a-c'houde an Dispac'h Gall.
Un abati nevez a voe savet e-kichen an hini kozh diwar 1953, krouet gant Dom Louis Felix Colliot[2], goude Bleun-Brug ar Sent, un emvod eus ar Bleun Brug, e Kastell-Paol, da 4, 5 ha 6 a viz Eost 1950.
Roll abaded LandevennegAozañ
Maurice de Commacre
1548 |
hag e vo ivez abab Boken | |
NotennoùAozañ
- ↑ (fr) Glad
- ↑ (fr) Abbé Poisson, Histoire de Bretagne, Coop Breizh, 2000, (ISBN 978-2-84346-091-3).
Pennadoù karAozañ
LiammoùAozañ
- Lec'hienn an abati (fr)